Degemer mat deoc’h : foeterien-bro ha klaskerien teñzor ! Deuit da welet pegen pinvidik eo ar mor e beg Rostivieg, ur porzh bihan e-tal bae Daoulaz, lec’h ma vo staliet ar c’hamp.
Bep mintin e veoc’h kaset war vor gant ar c’habiten, war vourzh bigi a bep seurt. E-keit-se e vo prientet abadennoù ha c’hoarioù leun a fent hag a souezhadennoù gant ar vartoloded chomet war an douar. Ma fell deoc’h bevañ vakañsoù laouen, c’hoarzhin hag huñvreal, yao da Loperc’hed !
Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.
An evezhiadennoù0