Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Stummadurioù hir

En em stummañ d'an oad gour

Kinniget e vez stummadurioù dibaouez 6 miz-pad, gant 35 eurvezh ar sizhun, er 5 departamant.

An aozadurioù stummañ

Kinniget e vez stummadurioù d'an daoulamm gant 5 aozadur anavezet ez ofisiel e-keñver ar stummadur dibaouez :

Gallout a reer mont pelloc'h ganti gant ur stummadur 3 mizvezh-pad ouzhpenn (mont e darempred gant Mervent, Roudour, Skol an Emsav pe Stumdi).

Gant an UCO e vez graet war-dro stummadurioù d'an daoulamm ivez.

Ar skoaziadoù arc'hant

Bez' ez eus stignadoù arc'hantaouiñ evit kemer koust ar stummañ e karg :

  • Steuñv stummañ an embregerezhioù,
  • Ehan hiniennel stummañ evit ar c'hopridi,
  • Skoazell a-berzh ar Rannvro evit ar glaskerien labour a c'hall kaout e-giz-se, e degouezhioù zo, un tamm gopr ouzhpenn an RSA.

A-hend-all e c'hall ar stajidi a zo e-sell da vont war ar vicher gelenner war ar brezhoneg pe e brezhoneg, pe micherioù war-dro ar vugaligoù, an hanteriñ hag ar yaouankiz, kaout ur skoazell arc'hant etre 1500€ ha 3000€ gant ar stignad Desk arc'hantaouet gant Rannvro Breizh ha departamantoù Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan.

Gant ar stignad Skoazell lañset gant Rannvro Breizh e c'hall ar studierien er « Kelenn divyezhek » lakaat o anv evit kaout ur skoazell a 4000 € evit ar bloavezh Master 1 MEEF divyezhek.

Kasit ar pennad-mañ da dud all