Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Oberoù eeun

Gouest eo pep hini ac'hanoc'h da seveniñ oberoù e-leizh evit mad ar brezhoneg.
Un toullad skouerioù.

Ha pa gomzfec'h brezhoneg pe get

E-kerzh an tregont vloaz diwezhañ eo bet lakaet ar brezhoneg muioc'h-mui war wel en takadoù foran. Stankoc'h-stank eo ar strollegezhioù, an embregerezhioù hag ar c'hevredigezhioù a ro lañs da obererezhioù evit kas ar brezhoneg war-raok. E-keit-se eo aet niver an dud a zo o teskiñ brezhoneg, koulz bugale hag oadourien, war greskiñ. Dre an emdroadur-se e weler eo tomm ar gevredigezh e Breizh ouzh ar brezhoneg. Peadra zo aze da gaout fiziañs en amzer-da-zont hor yezh.

 

  Web gwelet en he brasañ

Ha pa gomzfec'h brezhoneg pe get e c'hallit diouzh ho tu degas ho lod el luskad evit adperc'hennañ ar yezh ha kemer perzh el lañs espar-se o seveniñ oberoù eeun ha fetis hag a laka ar brezhoneg da vevañ d'ar pemdez.

 

 

Setu un toullad skouerioù : 

  • Dougen ar spilhennig evit reiñ da c'houzout d'an dud all ez eus ur brezhoneger ac'hanoc'h hag e-giz-se aesaat lañsañ ar gaoz e brezhoneg. Gallout a reer kaout ar spilhennig digant an OPAB
  • Staliañ kit an OPAB evit ar panellerezh divyezhek
  • Implijout ur sinadur elektronek divyezhek
  • Goulenn ur chekennaoueg divyezhek digant ho ti-bank ha leuniañ ar chekennoù e brezhoneg ma'z oc'h brezhoneger
  • Pa gasit ul lizher, skrivañ ar chomlec'h e brezhoneg, pe en 2 yezh, war ar golo
  • Enrollañ ar responter pellgomz e galleg hag e brezhoneg
  • Goulenn kaout teulioù brezhonek digant aozadurioù zo, tiez an douristed da skouer

 

Gant an holl obererezhioù-se e c'haller reiñ e plas d'ar brezhoneg en-dro evel yezh an darempredoù ha hini ar gevredigezh. Ne ya ket ur yezh da uzañ pa vez graet ganti.

Ur film da gaout skouerioù


Kasit ar pennad-mañ da dud all