Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Bevañ e brezhoneg, harpañ ar brezhoneg

Bevañ e brezhoneg a c'haller ober, muioc'h-mui a dud a ra an dibab-se, deskiñ a reont ar yezh, broudañ a reont o mignoned, tud o familh pe o c'henlabourerien d'ober ivez ha dibab a reont desevel o bugale e brezhoneg. Evel-se e kemeront perzh evit kreñvaat bemdez chadenn gengret ar vrezhonegerien.

War ar pemdez e c'hall an holl, gant oberoù eeun, brezhonekaat an endro boutin en ur implijout ar servijoù a zo anezho. Pe e komzfed ar yezh pe ne rafed ket, gallout a reer ivez labourat evit ledanaat plas hor yezh el lec'hioù m'emaomp o chom pe o labourat. Gallout a reomp-holl kemer perzh er striv stroll dispar-mañ a laka tachenn ar brezhoneg d'en em ledañ tamm-ha-tamm dirak hon daoulagad.

Tamm-ha-tamm, gras da intrudu pep hini, ez a rouedad ar vrezhonegerien emskiantek war stankaat hag e c'haller gwelet ar yezh oc'h en em zispakañ war tachennoù ma ne veze ket gwelet nemeur pe tamm ebet betek-henn.

Kasit ar pennad-mañ da dud all