Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Panellerezh

E-kerzh an 30 vloaz diwezhañ ez eus bet lakaet muioc'h-mui a banelloù divyezhek. Aet eo kalite an divyezhegezh war-raok ivez.

Istor ha douaroniezh ar panellerezh divyezhek gallek-brezhonek

Web gwelet en he brasañEr bloavezhioù 1980 e voe lakaet ar wask gant ar stourmerien evit difenn ar brezhoneg war ar strollegezhioù lec'hel eus Breizh. Da-heul kement-se o doa kroget ar re-se, a oa kresket o galloudoù gant al lezennoù digreizennañ, da staliañ panelloù-heñchañ divyezhek gallek-brezhonek. Diwar neuze ez eus bet staliet panelloù stankoc'h-stank war an hentoù lec'h ma oa bet kroget gant al lusk-se tra ma voed stag d'en ober ivez un tamm e pep lec'h e Breizh.

 

 

Web gwelet en he brasañAr panelloù divyezhek kentañ a oa panelloù mont tre ha mont er-maez er c'humunioù, goude-se e voe staliet panelloù-heñchañ divyezhek war an hentoù departamant (kornôg Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed, hag ar Mor-Bihan e 2005). A-wechoù e vezer rediet da ginnig al lodenn vrezhonek en un doare disheñvel diouzh an hini c'hallek. Er bloavezhioù 1990 e voe tro ar panelloù war ar maez ha neuze e voe reizhet an anvioù kêriadennoù skrivet warno, rak pa vez staliet panelloù divyezhek eo dav skoueriekaat al lec'hanvioù. E-kerzh dek vloaz kentañ ar c'hantved-mañ e krogas ar plakennoù-straed da vezañ divyezhek ivez. E 2010 e voe kroget gant un nevezenti a bouez a-fet divyezhegezh : panelloù polis, pe e vefent panelloù pad pe berrbad, gant panelligoù brezhonek evit bevennañ an tizh pe an desservij, lezel da dremen e lec'hioù zo pe reiñ da c'houzout ez eus un dañjer bennak.

 

Web gwelet en he brasañ

Hiziv an deiz e vez kavet ar panellerezh divyezhek galleg-brezhoneg e Breizh e tri zakad dreist-holl hag a glot gant tri live e-keñver al lusk : e Penn-ar-Bed hag e kornôg Aodoù-an-Arvor ez eus pellik zo eus ar panellerezh divyezhek hag ouzhpenn-se e c'haller alies kontañ war ur youl a-berzh ar c'humunioù, daoust ma vez disheñvel an traoù diouzh al lec'hioù. En takad-se, pe e lec'hioù sko outi emañ ar c'humunioù a zo ar muiañ a lañs ganto a-fet divyezhegezh war an hentoù (Karaez, Rostrenenn, Pluguen, Kemperle, Gwengamp, Gourin...). Er Mor-Bihan eur krog da staliañ panelloù divyezhek war an holl hentoù-departamant. Graet e vez kemend-all ivez en un toullad kêrioù bras (an Oriant, Gwened, Pondi..) ; en takad diwezhañ e kaver un ugent kumun bennak eus al Liger-Atlantel hag un toullad re all strewet en Il-ha-Gwilen hag a zo bet staliet panelloù mont tre divyezhek enno. Mat eo deomp menegiñ amañ Kêr Redon, lec'h ma kaver ur panellerezh divyezhek liesseurt, muioc'h eget e lec'hioù zo e Breizh-Izel.

Reolennoù ar panellerezh divyezhek

Web gwelet en he brasañ

Ne c'haller ket kaout ur panellerezh divyezhek unvan, efedus hag evel zo dleet paneve ma toujer d'ur reolenn diazez a bouez : degas ar memes titouroù kinniget er memes doare en 2 yezh.

 

Lakaet e vez ar reolenn-se a-fet parder ar servij degaset da dalvezout hep diaezamant ebet e pep lec'h er bed, ha dreist-holl el lodenn vrasañ eus ar broioù en-dro deomp en Europa. Ma ne vez ket lakaet ar reolenn-se da dalvezout penn-da-benn e vezer neuze gant un divyezhegezh digempouez hag a laka ur yezh izeloc'h eget eben.

 

Da-heul ar reolenn diazez-se e teu unan all hag a sell ouzh an doare ma vez skrivet an anvioù-lec'h, da lavaret eo skoueriekaat al lec'hanvioù, ar pezh a dalvez kinnig an anvioù-se en ur mod reizh, diouzh reizhskrivadur ar yezh m'int bet savet.

Evit staliañ un divyezhegezh a-zoare e ranker doujañ da c'hwec'h reolenn

 

  1. Soñjal emeur o prientiñ ur raktres panellerezh divyezhek, gant se delc'her plas war ar panelloù, adalek ar penn kentañ, evit an div yezh a vo lakaet warno.
  2. Degas bep taol ar memes titouroù en div yezh. Ma ne vez troet nemet ul lodenn eus ar banell ne vezer ket tre gant an divyezhegezh.
  3. Kinnig an titouroù e galleg hag e brezhoneg er memes doare rik. Ne reer gant stummoù arouezennoù disheñvel (italek, ment al lizherennoù, liv…) nemet evit disheñvelaat an titouroù roet en ur yezh, ha neket evit disheñvelaat ur yezh diouzh eben.
  4. Lakaat ar menegoù divyezhek war ar banell en un doare simetrek an eil re e-keñver ar re all ar muiañ ma c'haller. Aes eo en ober ma lakaer ar menegoù a bep tu d'ul logotip da skouer, pe war 2 linenn tal-ouzh-tal gant ur meneg boutin d'an 2 yezh.
  5. Chom hep menegiñ 2 wech titouroù hag a zo heñvel-mik en 2 yezh.
  6. Reizhañ doare-skrivañ al lec'hanvioù pa c'haller en ober diouzh statud an anv-lec'h e-unan pe diouzh doare ar reizhadenn a zo da zegas.

 

Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h war ar reolennoù hag an teknikoù a zo ezhomm evit diazezañ un divyezhegezh a-zoare e c'hallit sellet ouzh hon teul teknikel a gaver skouerioù e-leizh ennañ.

Kasit ar pennad-mañ da dud all