Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kuzul-skiantel

Ur C'huzul skiantel a ya en-dro e diabarzh Ofis publik ar brezhoneg. 11 den anavezet evit o enklaskoù pe o barregezh war tachenn pe dachenn a ya d'ober ar c'huzul-se.

Kadoriad

Ar c'helenner Francis Favereau eo zo bet dilennet da Gadoriad kentañ Kuzul skiantel an Ofis publik.

 

Web gwelet en he brasañ F.Favereau, Kadoriad Kuzul-skiantel an OPAB.

Izili

Anvet eo bet an izili evit tri bloaz dre un divizadeg a-berzh Kuzul-merañ an Ofis publik. Setu ar roll anezho : 

 

  • Francis Favereau - Kadoriad ar C'huzul
  • Lukian Kergoat
  • Martial Ménard
  • Daniel Doujet
  • Mélanie Jouitteau
  • Divi Kervella
  • Padrig an Habask
  • Jañ-Do Robin
  • Jañ-Mai Drapier
  • Moran Dipode
  • Rhisiart Hincks

Roll

Ambroug a ra ar C'huzul skiantel an Ofis publik en e labourioù yezh. Kemer a ra perzh enno. Kuzuliañ a ra gwazourien an OPAB, war dachenn an dermenadurezh hag al lec'hanvadurezh peurgetket. Embann a ra alioù diwar-benn poentoù yezh zo pa vez goulennet kuzul digant an Ofis publik gant frammoù diavaez. Labourat a ra ar C'huzul skiantel evit ma kendalc'hfe ar brezhoneg da emdreiñ asambles gant ar gevredigezh a ra gantañ.

Divizoù hag erbedadennoù

An divizoù hag an erbedadennoù a-berzh ar C'huzul skiantel a sell ouzh kempenn korpus ar yezh (geriaduriñ, termenaduriñ) pe reolenniñ stumm an anvioù divoutin (anvioù-familh brezhonek, anvioù-lec'h brezhonek hag estren), a vez ebarzhet war-eeun en diaz roadennoù savet evit se (KerOfis, TermOfis ha Meurgorf)

Evit ar pezh a sell ouzh an erbedadennoù all, diwar-benn ar reizhskrivañ, ar stil pe an dipografriezh, gallout a reer kavout anezho amañ.

Kasit ar pennad-mañ da dud all