Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ajañs Diorren

Kefridi an Ajañs diorren eo harpañ kelennadurezh ar brezhoneg d'an holl, eus ar vugaligoù d'an dud vras, ha broudañ an dud d'implijout ar brezhoneg e kement rann a zo er gevredigezh.

Ar sifr

136 : an niver a emvodoù bet gant an Ajañs Diorren en tiez-kêr hag er c'humuniezhioù-kumunioù evit heuliañ ar c'houlzad Ya d'ar brezhoneg e 2014.

Brudañ ar brezhoneg

Pa 'z eo kefridi diazez an ajañs brudañ ar brezhoneg e vez roet lañs ganti da-geñver koulzadoù brudañ etrezek tud resis (kelennadurezh divyezhek, stummadurioù evit oadourien…).

 

Kemer a ra perzh ivez e saloñsoù arbennikaet (saloñsoù evit liseidi ha studierien dreist-holl) abalamour da reiñ titouroù d'ar re yaouank war ar micherioù a c'haller kavout pa vezer barrek war ar brezhoneg.

 

Dre vras emañ e darempred gant ar mediaoù hag an holl aozadurioù a sell ar brezhoneg outo.

Ar c'helenn eo ar chanter pennañ

Frammañ ha diorren ar c'hinnig war dachenn ar c'helenn divyezhek, a vez stummet gantañ brezhonegerien da vat, zo unan eus chanterioù pennañ an Ofis Publik. Web gwelet en he brasañ

Labourat a ra an Ajañs evit kas an traoù war an tu-se asambles gant meur a geveler : ar Rektorelezh, an tiez-kêr, ar REGEK (renerezh eskopti ar gelennadurezh katolik), Diwan ha kevredigezhioù tud ar skolidi.

Ya d’ar brezhoneg

Evit lakaat ar brezhoneg da vont war-raok evel zo dleet eo dav reiñ e blas dezhañ er gevredigezh.

Gant an ajañs e vez roet sikour d'ar re a fell dezho ober traoù da vont war an tu-se ha dreist-holl e vez broudet ar strollegezhioù, an embregerezhioù hag ar c'hevredigezhioù da reiñ lañs d'ar politikerezhioù yezh.

Pal ar c'houlzad Ya d'ar Brezhoneg, just a-walc'h, eo lakaat an holl obererien war an dachenn sokial da vezañ lodek en amzer-da-zont ar yezh, koulz ar gevredigezh keodedel hag ar strollegezhioù. Ar servij a sikour sinerien ar garta hag aliañ a ra anezho war an doare da gas o raktresoù da benn.

Prizioù dazont ar brezhoneg

Bep bloaz e vez kenaozet Prizioù dazont ar brezhoneg gant an Ofis Publik ha Frañs 3. Web gwelet en he brasañ

 

Lakaat war wel an oberoù nevez hag a ro lañs d'ar brezhoneg eo pal ar Prizioù, a zo arc'hantaouet gant Kuzul-rannvro Breizh (ur sammad arc'hant a 1500 euro a ya gant pep 1añ priz, 500 euro gant an 2l hag an 3e priz).

 

7 rummad zo : brezhoneger ar bloaz, embregerezh, framm publik, kevredigezh, kleweled, levr a faltazi ha pladenn.

 

Evit sellet ouzh abadenn 2014, klikañ amañ.

Kasit ar pennad-mañ da dud all