Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Studiadennoù sokioyezhoniel

Ar brezhoneg e bed al labour e 2022

1 850 post-labour KILA a c'houlenn gouzout brezhoneg e 2022. Kresket eo ar sifr eus +42% en ur ober 10 vloaz. Muioc'h a vunudoù a c'hallot lenn en danevell-mañ.

Bez e c'hallit lenn danevell 2012 ivez.

Enklask war ar Vretoned nevez a zesk brezhoneg

Ar brezhoneg a zesach muioc’h-mui a zeskerien n’int ket bet ganet e Breizh. Kaset eo bet an enklask-se da benn gant Arsellva implij ar yezhoù evit kompren perak e teskont brezhoneg hag anavezout gwelloc’h an deskerien-se.

Ar brezhoneg e metoù an degemer bugaligoù e 2017

Web gwelet en he brasañ

Gant an danevell-mañ e oarot hiroc'h diwar-benn plas ar yezh e metoù an degemer bugaligoù e 2017 hag an niver a vugale dizhet. Evit lenn danevelloù ar bloavezhioù tremenet, klikit amañ : 2014, 2015, 2016.

An embann brezhonek ha gallaouek

An embann brezhonek ha gallaouek : stad an embann hiziv an deiz, an emdroadurioù abaoe 2007.

Sontadeg Kuzul-departamant Penn-ar-Bed 2014

Elfennoù pennañ ar sontadeg sevenet en diskar-amzer 2014 diwar-benn soñj ha barregezhioù yezh Pennarbediz

Enklask Karaez war ar yezh 2012 ha 2017

Enklask Karaez war ar yezh sevenet e 2012 hag e 2017 : skeudenn brezhonegerien Karaez

Danevell hollek

Ar brezhoneg e kreiz ar roudour - Eil danevell hollek war stad ar brezhoneg, 2007

Ar yezherien yaouank tremenet dre al lise Diwan

Piv eo an oadourien yaouank a oar brezhoneg ? Peseurt studioù a reont, peseurt micherioù a zibabont, pelec'h emaint o chom ? Un enklask bet graet gant Arsellva implij ar yezhoù e kenlabour gant Diwan Breizh a ro elefennoù respont hag a zo displeget en danevell-mañ.

Diagnostikoù dre vro

Web gwelet en he brasañ

Diagnostikoù stad ar c'helenn divyezhek

Bro an Alre e 2015
Bro an Oriant e 2015
Bro Brest e 2015
Bro Gerne e 2015
Bro Gwengamp e 2015
Bro Kêr-Wened e 2015
Bro Kornôg-Kreiz-Breizh e 2015
Bro Montroulez e 2015
Bro Naoned e 2015
Bro Pondi e 2015
Bro Roazhon e 2015
Bro Sant-Brieg e 2015
Bro Treger ha Goueloù e 2015

Kasit ar pennad-mañ da dud all