Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Divizoù hag erbedadennoù ar C'huzul skiantel

Divizoù hag erbedadennoù

Reizhskrivañ
Kraf studiet Diviz Deiziad an diviz
skouer pe skwer

Derc'hel d'ar skrivad skouer gant -ou-

14/11/2012
Skrivañ an eur

Derc'hel d'ar rannadur hengounel etre daou benn-devezh 12 eurvezh, adalek 1 eur vintin betek kreisteiz hag adalek 1 eur goude merenn betek hanternoz. Chom hep merkañ an eur war 24 eurvezh ha neuze chom hep skrivañ traoù evel "da 18 e"

14/11/2012
Anv kêr-benn Aljeria

Skrivañ Aljer gant un r dibenn ha neket Alje.

Aljerad hag Aljeriz o vezañ anv annezidi kêr hag Aljerian, Aljerianed anv annezidi ar vro

27/02/2013
moulañ pe moullañ Degemer ar skrivad moullañ gant 2 ll. Lakaat 2 ll en holl c'herioù deveret ivez (moullerez, moulladenn, mouller...) 27/02/2013
berradur evit skrivañ an eur Mar bez ezhomm da resisaat hag-eñ e reer anv eus a-raok pe goude kreisteiz e vo graet gant ar berradur a.m. evit a-raok merenn ha g.m. evit goude merenn. Gallout a reer chom hep lakaat ar pikoù. Da skouer : 7 e gm, 10 e am 26/06/2013
gwech pe gwezh Ober gant gwech evel stumm diazez ha mirout gwezh evit skoueriekaat skridoù kozh pe evit skridoù rannyezhel 26/06/2013
dehou pe dehoù Ober gant ar skrivad dehoù, gant an tired boud war an u dibenn. Da-heul skrivañ dehaouiad ha n'eo ket dehouiad 26/06/2013
'm hag 'z, raganvioù gour renet, goude un araogenn unsilabennek, ar rannoùigoù-nac'hañ ne ha na, ar rannig-hetiñ ra

Skrivañ :

da'm zad ha n'eo d'am zad

da'z kwelet ha n'eo d'az kwelet

ne'm eus ket ha n'eo ket n'em eus ket

na'z peus ket ha n'eo ket n'az peus ket

ra'm digarezo ha n'eo ket r'am digarezo

10/12/2014
hen pe henn, raganv-diskouez

Skrivañ henn

> betek-henn, evel-henn, goude-henn, hemañ-henn

10/12/2014
a-fet pe a-fed

Skrivañ a-fet

10/12/2014
en pe hen, raganv-gour

Mesket eo bet pep tra poent zo bet, henn ha en, skrivet hen o daou. Ar raganv-gour zo da vezañ skrivet en. Sk. “War an douar en taolas”.

Erbediñ a ra ar C’huzul skiantel dilezel ar skrivadur hen

09/12/2015
Skrivad zz er gerioù amprestet

Gerioù euvret e brezhoneg distaget “dz”, diwar an italianeg, degemer an daouad :

>pizza

>pidza

>mezzanin

>medzanin

Gerioù euvret e brezhoneg distaget “z”, chom gant ar reizhskivadur orin :

>muezzin

Gerioù estren implijet en un destenn vrezhonek :

>mirout ar skritur er yezh orin skrivet en italeg :

mezza voce

16/05/2018
Dibenn-ger -n(i)ez pe -n(i)ezh Skrivañ -nezh ha -niezh

>furnezh

>hirnezh

>hudurniezh

>kaezhnezh

>kuñvnezh

>lovrnezh

>lorgnezh

>lorniezh

>skuizhnezh
13/04/2019
Reizhskrivañ design ha designer e brezhoneg Degemer an daouad

>dizain, design

>dizainer, designer
03/07/2019
e-biou pe hebiou

Skrivañ hebiou

15/02/2023
eh pe ec'h, rannig verb, er skridoù gwenedek

Skrivañ ec'h

>e-men ec’h embannont ar levr nevez ?

15/02/2023
E-touez pe e-touezh

Ober gant :

>e-touez

>e-touezh er skridoù gwenedek

15/02/2023
Berradur eur, munut hag eilenn

Evit un implij pemdeziek :

>e evit eur

>mn evit munut

>s evit eilenn

Evit un implij skiantel pe arskiantel :

>h evit eur

>min evit munut

>s evit eilenn

15/02/2023

Dibennoù-ger -oñs pe -on

Implijet e vo kentoc'h, hervez ar rummad :

>anvioù binvioù sonerezh e -oñs : akordeoñs, violoñs... kentoc'h eget akordeon, violon

>anvioù boued e -oñs : bouilhoñs, makaroñs, meloñs, sitroñs... kentoc'h eget bouilhon, makaron, melon, sitron...

>anvioù danvezioù e -on : beton, karton, koton... kentoc'h eget betoñs, kartoñs, kotoñs...

Lakaet e vo ar reolenn da dalvezout evit an termenoù eus ar memes kerentiad : akordeoñser, violoñser, sitroñsenn, betonerez, kotonek...

25/10/2023
Merzout pe merzhout Skrivañ merzhout. Lakaet e vo ar reolenn da dalvezout evit an termenoù eus ar memes kerentiad : merzhadenn, merzhadenn, merzhata... 25/10/2023
Yezhadur
Ger-mell da implijout dirak ar gerioù amprestet a grog gant j distaget dj

Ober gant ur hag ar

> ar jazz

> ur jean

14/11/2012
Lakaat ar ger-mell pe get dirak an anvioù annezidi a echu o liester en -iz

Erbedet eo chom hep lakaat ar ger-mell dirak an anvioù annezidi a echu o liester en -iz. Da skouer : "gwelet hon eus Brestiz en deiz all", "Tregeriz zo goapaerien".

Pa vez termenet an anv e vez adlakaet ar ger-mell avat : "ar Roazhoniz-se", "an holl Gembreiz".

En un heuliad anvioù annezidi e c'hall ar ger-mell distreiñ ivez, diwar genlevezon : "... an Amerikaned, ar Saozon hag ar Gembreiz"

26/06/2013
Jener ment

Ur ger nepreizh eo ment. Ment, ar vent, daou vent, a vent vras. Diwar-se e vo graet gant daouventek, trimentek

26/06/2013
Ger-mell da implijout dirak ar gerioù amprestet a grog gant ts- pe tch-

Ober gant ur hag ar

> ar Tsar

> ur Tchek

Chom hep kemmañ er stumm benel hag el liester : ar Tsarez, ar Tsared ; ar Tchekez, ar Tcheked

23/04/2014
Kemmadur er gerioù a grog gant ps-

Chom hep ober kemmadur ebet er stumm benel pe liester

> ar psikologourez

> ar psikologourien

23/04/2014
Kemmadur pe get goude ar ger itron

En titloù ne gemmer ket ar ger a zeu goude itron

>itron maerez

>itron prezidantez

10/12/2014
Implij ar ger-mell pe get en troiennoù evel “à l’école Pêr-Jakez Helias », « la rue Jacques Cartier », « au Lycée Florence Arthaud »

Rankout a reer lakaat ar ger-mell en degouezh-se. Lavaret ha skrivet e vo evel-se : « er skol Pêr-Jakez Heliaz », « ar straed Jakez Karter » hag « el lise Florence Arthaud ».

Gallout a reer lakaat da reolenn :

Perc’henniezh > ger-mell ebet

Astenn doareañ > ger-mell

09/12/2015
Kemmadur en anvioù-lec’h a zeu da zoareañ un anv strollegezh

Ne gemm ket an anvioù-lec’h pa zeuont da zoareañ un anv strollegezh pe anv un tiriad bennak :

>Kumun Kastellin

>Rouantelezh Belgia

>Republik Montenegro

NEMET goude kêr ha bro (m’eo an anv-lec’h anv ar vro end-eeun) :

>kêr Bempoull

>Bro-Dreger (un anv bro eo Treger)

>Bro Kemper (Kemper n’eo ket un anv bro).

Nemedennoù a c’hall bezañ evit ar ger kêr, en takad gwenedek pe evit an anvioù estren :

>kêr Pondi
23/11/2016
Ober gant ar ger-mell pe get dirak an teskanvioù hag ar gwreskanvioù

Teskanvioù & gwreskanvioù brezhonek : ger-mell ebet nemet pa grog an teskanv pe ar gwreskanv gant ur vogalenn :

>SAE

>RBI

>KEAV

>KSB

>SUA

>an OPAB

>an URSS

Teskanvioù & gwreskanvioù diwar yezhoù all :

ger-mell peurliesañ

>ar PCF

>an UNESCO

>an USA

Teskanvioù & gwreskanvioù diwar yezhoù all a grog gant K pe C gant ar soniad [k] : kemmadur heñvel ouzh ar gerioù gourel en unander, dre skrid ha dre gomz, ha pa grogfe an teskanvioù & gwreskanvioù gant ur ger benel er yezh orin. Kemmadur dre gomz ha notennet dre skrid, gant c’h skrivet gant lizherennoù bihan, stok-ha-stok a-raok ar berradur :

>ar c’hCUAB

>ar c’hCAPES

>ar c’hCRIJ

Teskanvioù & gwreskanvioù diwar yezhoù all a grog gant C gant ar soniad soniad [s] : kemmadur ebet, gourel eo ar ger :

>ar CELIB
23/11/2016
Doc’h pe ouzh/diouzh pe douzh er skridoù gwenedek Delc’her d’ober gant :
>doc’h
23/11/2016
Kemmadur gant ar stagell pe en troiennoù Kemmadur ebet pa vez ur gwir dibab d’ober etre 2 dra :

>paotr pe plac’h

>te pe kafe

Kemmadur pa vez heñvel a-walc’h ster an 2 c’her:

>tu pe du

>mod pe vod

>deiz pe zeiz

>tra pe dra
23/11/2016
Jener ar gerioù enno ar bennrann rann- Gerioù skrivet en un tamm :

>an eil lodenn eo a ro jener ar ger :

>ranndi > daou ranndi

>rannbennad > daou rannbennad

>rannved > daou rannved

>rannvro > div rannvro

14/06/2017
Verb kaout displeget en unander pe el liester goude meur a hini... Verb displeget el liester :
>meur a hini o deus...
03/04/2019
Kemmadur gant kozh raklakaet gant un anv-kadarn benel, ur c’hozh lochenn pe ur gozh lochenn Delc’her d’ober gant ar reizhiad klasel :

>ur c’hozh lochenn

>ur c’hozh gwezenn
03/07/2019
Gant pe get er skridoù gwenedek Skrivañ :

>get

ha da-heul an displegadur gwenedek peurunvan :

>genin

>genis

>getoñ

>geti

>genomp

>genoc’h

>gete
03/07/2019
Doare-divizout ar gwenedeg, par exemple labourhen, labourahen pe labourehen Skrivañ :

>labourahen

>gwelahen

>skuizhahen
26/11/2019
Doare da lenn ar bloaziadoù, par exemple 1532 : mil pemp kant daou ha tregont pe pemzek kant daou ha tregont Lenn kentoc’h :
>mil pemp kant daou ha tregont
26/11/2019
Ar vugaligoù pe ar bugaligoù

Ur c'hemmadur zo d'ober :

>ar vugaligoù

>an dudigoù, ar baotredigoù

15/02/2023
Skrivañ an deiziad

Evel-se e vez skrivet an deiziad :

D’ar Meurzh 19 a viz Gwengolo 2023 pe Meurzh 19 a viz Gwengolo 2023

Koulskoude, evit implijoù zo (skritelloù, panelloù elektronek...) e c'hall bezañ graet gant ar stumm-mañ :

Meurzh 19 Gwengolo 2023

25/10/2023
Troioù-lavar
Mur des lamentations Derc'hel d'an anv anavezet moger an daeroù 27/02/2013
LOL Laughing out loud, MDR Mort de rire NAF Nag a fent 10/12/2014
Degemer mat pe Donemat

Degemer mat, hag a dalvez “bon accueil”, ne dro ket rik an droienn “bienvenue” met tremenet eo en implij, ha reizh eo, ken reizh ha Donemat hag a zo ur stumm a Vro-Wened kentoc’h. Dre-se ma vefe c’hoant d’ober gant un dra all estreget Degemer mat ez eo kentoc’h gant Deuet mat oc’h e vefe d’ober e-maez Bro-Wened.

>degemer mat

>deuet mat oc’h

>Gw. donemat
14/06/2017
Treiñ Merci de votre réponse >trugarez (deoc’h) evit ho respont 03/07/2019
Tipografiezh
Pennlizherennoù

Ne lakaer ket a bennlizherenn d'ar ger-mell etre un anv-bihan hag un anv-familh.

  • Fañch ar Gall
  • Daniel ar Braz

Ne lakaer ket a bennlizherenn d'ar ger-mell en anvioù-lec'h e-kreiz un anv-lec'h

  • Maner ar Sal
  • Milin ar C'hont

Ne lakaer ket a bennlizherenn d'ar ger-mell en ur frazenn pe un droienn

  • Straed an Oriant
  • mont d'an Alre

Pennlizherenn d'ar ger-mell er panelloù pe er c'hartennoù pa vez implijet an anv en e-unan

  • An Oriant
14/11/2012
Berradurioù an niveroù petvediñ

Kentañ : 1

Eil : 2l

Trede : 3e

Trivet, teirvet : 3vet

Pevare : 4e

Pevarvet, pedervet : 4vet

Pempvet : 5vet

26/06/2013

E-touez kefridioù ar C'huzul skiantel emañ stabilaat ha divizout a-zivout reolennoù ar yezh skrivet. Respont a ra da ezhommoù ar vrezhonegerien. Embann a ra ar C'huzul erbedadennoù a denn d'ar c'horpus ha d'ar reizhskrivañ dreist-holl.

Ambroug a ra ar C'huzul skiantel labourioù an OPAB, gallout a ra respont da c'houlennoù ar frammoù kelenn, an embannerien, ar velestradurezh pe an hiniennoù a fell dezho kaout resisadurioù war krafoù yezh a bep seurt.

Divizoù ar C'huzul skiantel a vez lakaet da dalvezout gant skipailh an OPAB hag a vez roet brud dezho evit ma vint anavezet hag implijet gant ar pep brasañ goude-se.

Kasit ar pennad-mañ da dud all