Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Glad yezhel ha panellerezh

Kefridi ar Servij Glad Yezhel ha panellerezh eo dastum glad ar brezhoneg, koulz an hini komzet hag an hini skrivet, mirout ha studiañ anezhañ abalamour d'e vrudañ. Ober a ra war-dro saveteiñ, skoueriekaat ha talvoudekaat ur glad lec'hanvioù hag anvioù-tud hag a zo en arvar.

Ar sifr

95300 : an niver a fichennoù a oa e diaz KerOfis e dibenn 2019.

Dastum

Ne vez ket desket ar yezh er familhoù ken pe nemeur, koshaat ha mont d'an An Web gwelet en he brasañaon a ra ar vrezhonegerien gozh.

Web gwelet en he brasañ

Gant se eo poent bras dastum kement ha ma c'haller, dreist-holl ar pezh a sell ouzh al lec'hanvadurezh.

An Ofis Publik eo an aozadur dave war an dachenn-se.

Web gwelet en he brasañ

Pa vez kaoz da staliañ panelloù-hent e labour ar servij Glad yezhel ha panellerezh asambles gant an embregerezhioù panellerezh, servijoù ar Stad evit an hentoù Stad, renerezhioù-departamant an hentoù hag ivez gant an holl gumunioù a c'houlenn sikour digantañ.

Un aozadur dave

Kinnig a ra an Ofis Publik ur servij a galite evit a sell ouzh studiañ lec'hanvioù hag ober troidigezhioù, hag ivez reiñ alioù war an doare da lakaat an anvioù-se war wel.

Ober a ra war-dro ivez adlenn ar gobarioù a-raok ma vefe fardet ar panelloù ha diellaouiñ, bremañ ez eus ugent vloaz zo, kement a sell ouzh an divyezhegezh war an hentoù e Breizh e-barzh ar bank roadennoù enlinenn KerOfis.

Tapet en deus an Ofis Publik skiant-prenet war an dachenn-se, gant se e vez goulennet e ali digantañ ingal gant aozadurioù all hag a labour war ar memes tachennoù.

Kasit ar pennad-mañ da dud all