Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Anvioù-familh

Mont a ra an anvioù tud pe an tudanvioù brezhonek d'ober, evel al lec'hanvioù, ul lodenn eus glad yezhel Breizh.

Un istor hir

Anvioù-familh hag anvioù-bihan brezhonek a-leizh a gaver hiziv an deiz zo anvioù tud eus an amzer dremenet. Ouzhpenn-se e vefe kavet un anv den e-barzh an div drederenn eus al lec'hanvioù. Koulskoude eo disheñvel-mat an anv-bihan diouzh an anv-familh. Dibabet e vez an hini kentañ gant an dud evit o bugel pa'z eo an eil un anv hag a zo deuet betek ennomp goude bezañ bet treuzkaset a remziad da remziad.

Lod eus an anvioù tud zo kozh-tre, lod all zo deuet diwar amprestoù nevesoc'h kalz. Kalz anezho zo stag ouzh perzhioù ar gevredigezh er Grennamzer Uhel e Breizh, pe e vefe ar brezel (Gwezhenneg/Guézennec), ar gevredigezh sivil (Mevel) pe ar relijion (Manac'h). Adkavet e vezont ingal en diellevrioù kozh, evel hini Redon (VIIIvet-XIIvet kantved). Gant anvioù all hag a zo evel moranvioù e vez kaoz eus doare an den, pe e vefe e-keñver e berzhioù mat pe e berzhioù fall a-fet korf pe spered. Darn all c'hoazh a zegas da soñj eus micherioù pe obererezhioù. E-mesk an anvioù tud ez eus lod hag a zo stag ouzh Breizh hepken, ha lod all hag a vez kavet e meur a yezh ivez dindan stummoù disheñvel (Yann da skouer). Evit anvioù zo e vez alies ur stumm benel (Prijant, stumm benel : ur Brijantez pe ur Brijantenn), pe liester (ar Foll, l. ar Follijen). Stank-tre e vez kavet lod eus an anvioù (ar Gall), pa vez rouez-tre lod all, darn anezho en arvar zoken.

Ur glad gwallgaset

Gwallgaset e vez an anvioù tud, dres evel ma tegouezh gant al lec'hanvioù. Diazezet e oa bet stumm skrivet an darn vrasañ eus an anvioù-familh a-raok ar XVIIvet kantved, hervez reolennoù skrivañ al latin hag ar galleg da c'houde (skrid-embann Villers-Cotterêts, 1539). Alies e kaver meur a adstumm evit un anv hag a vez distreset mui pe vui e-giz-se. Ur skouer splann eus se a weler gant ar ger-mell strizh troet e galleg e penn kentañ an anv (Le Bihan, Le Goff, Labat  e-lec'h ar Bihan, ar Gov, an Abad, ha kement zo).

 

An doare ma vez distaget an anvioù e brezhoneg a c'hall ivez bezañ pell-mat diouzh ar stummoù skrivet a-gozh. Evit doujañ an anvioù tud-se e ranker skrivañ anezho hervez reolennoù reizhskrivadur ar brezhoneg a vremañ, evel ma reer evit al lec'hanvioù.

An anvioù-familh a gaver stank

Er roll a  ginnigomp deoc'h ez eus 300 anv-familh a gaver stank, skrivet en o stumm skoueriekaet.

 

Ne gaver ket enni an anvioù-familh deuet diwar lec'hanvioù (sellit ouzh KerOfis ma fell deoc'h ober enklaskoù war an anvioù a grog gant Kêr, Roz, Mez...), nag an adstummoù a c'hallfe bezañ diouzh ar mareoù istorel pe diouzh ar rannyezhoù. Evit an anvioù-familh a c'hall kaout ar ger-mell strizh eo bet merket etre krommelloù goude an anv.

Kasit ar pennad-mañ da dud all