Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Bugaligoù

Abaoe kreiz ar bloavezhioù 2000 e vez muioc'h-mui a vrezhoneg el lec'hioù ma vez degemeret bugaligoù. Sikouret e vez obererezhioù ar re a labour war an dachenn-se gant an Ofis Publik da-geñver e gefridi evit diorren ar brezhoneg.

Ul liamm start etre ho pugel ha c'hwi

A-raok ma vefe en oad da vont d'ar skol e c'hallit lakaat diwall ho pugel lec'h ma 'z eus tud hag a zo gouest d'ober gant ar brezhoneg, ha dre-se lakaat anezhañ d'ober anaoudegezh evit ar wech kentañ gant ar brezhoneg ha gant perzhioù mat an divyezhegezh abred.

 

Ma komzit brezhoneg er gêr dija e c'hallit fiziout ho pugel en ur vagouri pe ur skoazellerez-vamm vrezhonek abalamour dezhañ da chom er memes endro yezh.

Ur gennad lec'h ma vez krouet implijoù

Ur gennad eus ar re bouezusañ eo hini ar vugaligoù evit a sell ouzh reiñ implijoù d'ar vrezhonegerien. Gant ar stummadurioù hir e-pad 6 miz war ar brezhoneg e c'hallot deskiñ brezhoneg ha diwar se tapout barregezhioù micherel ouzhpenn.

Kevredigezhioù oberiant

Ar gevredigezh Divskouarn a sikour an aozadurioù, an dud a vicher (skoazellerezed-mamm...) hag ar familhoù a fell dezho implijout ar brezhoneg gant bugaligoù. Reiñ a ra labelioù d'an aozadurioù dre ur garta 3 live ganti.


E-giz-se e vez kinniget d'an dud, gant magourioù zo, deskiñ diazezoù kentañ ar brezhoneg ; e lec'hioù degemer all e vez komzet brezhoneg ouzh ar vugale gant ul lodenn eus an implijidi.

 

E 2011 e oa bet digoret ar vagouri gentañ dre soubidigezh gant ar gevredigezh Babigoù Breizh.

Kasit ar pennad-mañ da dud all