Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

DESK

Ur skoazell evit deskiñ brezhoneg

Graet eo ar skoaziadoù DESK evit an dud enskrivet en ur stummadur 6 ha/pe 3 miz war ar brezhoneg. Sellet a reont ouzh ar gelennerien a fell dezho deskiñ ar yezh evit kelenn anezhi pe ober war-dro klasoù divyezhek (DESK-Kelenn). Sellet a reont ivez ouzh an dud a labour pe a fell dezho labourat war dachenn ar vugaligoù (DESK-Bugaligoù) pe an hanteriñ hag ar yaouankiz (DESK-Hanteriñ-yaouankiz).

Penaos ober

Ober a ra OPAB war-dro rakstudiañ an teulioù da c'houlenn bezañ skoazellet gant DESK.

Goude-se e vez studiet an teulioù gant ur bodad teknikel a ro e ali a-raok kas anezho d'ar strollegezhioù tiriadel a gemer perzh er stignad-se, dezho da gemer an diviz : Kuzul-rannvro Breizh (evit DESK-Kelenn, DESK-Bugaligoù ha Desk-Hanteriñ-yaouankiz), Kuzul-departamant Penn-ar-Bed (evit DESK-Kelenn), Aodoù-an-Arvor, ar Mor-Bihan ha hini Il-ha-Gwilen (evit DESK-Kelenn, DESK-Bugaligoù ha Desk-Hanteriñ-yaouankiz). Gallout a ra ar skoaziadoù mont betek 3000 euro evit un den.

- Evit goulenn bezañ skoazellet gant DESK-Kelenn, klikañ amañ.
- Evit DESK-bugaligoù, klikañ amañ.
- Evit DESK-hanteriñ-yaouankiz, klikañ amañ.

Kasit ar pennad-mañ da dud all