Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Embann

Ouzhpenn kant levr brezhonek a vez embannet bep bloaz.

Levrioù ha brezhoneg, un istor a-gozh

Kozh eo al liamm a zo etre ar brezhoneg hag al levrioù

peogwir eo Dornskrid Leyde, a zo eus an VIIIvet kantved, an destenn gentañ a anavezer e brezhoneg .

Ur gennad lañs gantañ

Ur vro dibar eo Breizh abalamour d'an niver a levrioù dre vras a vez embannet enni bep bloaz ha lañs zo gant an embann e brezhoneg. Sikouret e vez al lañs-se ivez gant ar prizioù lennegel (Priz Zavier Langleiz, Priz ar Yaouankiz…) hag ar saloñsoù levrioù (Karaez, Gwenrann…).

War-dro 120 levr brezhonek a vez embannet bep bloaz. Mont a ra an niver-se war greskiñ kentoc'h.

Web gwelet en he brasañ

Tennet e vez 500 skouerenn well-wazh eus pep levr brezhonek gant un 20 aozadur bennak hag a embann e brezhoneg, da lavaret eo 10% eus embannerien Breizh.

Implijet e vez kalzik brezhonegerien hiziv an deiz war micherioù liammet ouzh ar gennad-se.

Peseurt levrioù ?

Tost d'an hanter eus al levrioù a vez embannet evit an dud vras.

Web gwelet en he brasañ

Evit ar mare c'hoazh n'eus ket nemeur a levrioù hag a sell ouzh an arz, ar vuhez pemdez pe skiantoù an den, ha heñvel a-walc'h eo an traoù war dachenn ar bannoù-treset.

Memes tra eo aet lodenn al levrioù brezhonek evit ar grennarded pe evit ar re vihan war greskiñ da-heul kresk ar c'helenn divyezhek.

Politikerezh Kuzul-rannvro Breizh

Kuzul-rannvro Breizh eo ar strollegezh lec'hel a ra ar muiañ evit skoazellañ an embann e brezhoneg (skoaziadennoù evit ar mont en-dro, skoazelloù evit ar frejoù moullañ). Divizet ez eus bet ivez, dre ar steuñv politikerezh yezh bet votet e 2012, lakaat embann troidigezhioù brezhonek eus oberennoù lennegel ar bed a-bezh, ar pezh n'eo ket bet graet trawalc'h betek-henn.

Gallout a rit gouzout hiroc'h war an danvez-se er bajenn skoaziadennoù.

Kasit ar pennad-mañ da dud all