Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kuzul-aliañ

Er C'huzul-aliañ e kaver dileuridi eus 19 aozadur hag a labour war dachenn ar vugaligoù, ar c'helenn d'an oadourien, an deskadurezh, ar mediaoù, ar c'hoariva, an diduamantoù sokiosevenadurel...

E gefridioù

Hervez statudoù an Ofis Publik eo ret dezhañ kaout ur C'huzul-aliañ. Goulennet e vez digant ar c'huzul-se reiñ e ali war programm bloaziek ha liesvloaziek an Diazezadur ha war ar bilañs ; gallout a ra ivez reiñ alioù a bep seurt pa gav d'e izili ez eus ezhomm. Gallout a ra Kuzul-merañ an Diazezadur goulenn e ali digantañ war ur poent resis.

Prezidant ar C'huzul-aliañ

Web gwelet en he brasañYannig Menguy eo prezidant ar C'huzul-aliañ.

Emañ dre wir e-barzh Kuzul-merañ an Ofis Publik. Rener ar greizenn stummañ evit an dud deuet, Mervent, eo.

Kasit ar pennad-mañ da dud all