Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Termbret

TermBret eo kreizenn dermenadurezh Ofis Publik ar Brezhoneg. Krouet e oa bet e 1994 evit klotañ ouzh an ezhommoù nevez a zeue war wel er gevredigezh.

Ar sifr

320 : e 2014 e oa bet graet war-dro 320 goulenn a denn d'an termenadurezh war ar pemdez gant ar servij TermBret, en tu all d'al labour war TermOfis, ar sevel geriaouegi nevez hag al labour gant TES.

Ezhommoù war dachenn an dermenadurezh

Muioc'h-mui e vez graet gant ar brezhoneg evit tachennoù lec'h na veze ket implijet nemeur a-raok, pe tamm ebet zoken. Se zo kaoz e ranker krouiñ diazezoù termenadurezhioù arbennik e brezhoneg, evel ma vez graet evit kement yezh a zo.

Web gwelet en he brasañ

 

Gant an termenoù-se nevez-degaset er yezh e c'hall ar vrezhonegerien implijout o yezh hep skoilh ebet e kement degouezh a vez.

 

A-benn seveniñ ar gefridi-se eo ret kas ul labour diazez da benn o soñjal er vrezhonegerien o-unan da gentañ-penn anez ankouaat doujañ da reoladoù etrebroadel an ISO a sell ouzh an dermenadurezh.

Mont en-dro

TermBret eo ar greizenn vicherel nemeti a labour war dachenn an dermenadurezh Web gwelet en he brasañ

e brezhoneg.

Pa vez savet termenoù nevez gant TermBret e vez goulennet digant Kuzul skiantel an Ofis Publik reiñ e ali warno. E-giz-se e vez degemeret an termenoù a vez erbedet gant Ofis Publik ar Brezhoneg.

Gallout a reer kavout anezho e-barzh TermOfis, diaz titouroù enlinenn ar greizenn dermenadurezh, hag e-barzh geriaouegi a bep seurt embannet gant TermBret.

Kasit ar pennad-mañ da dud all