Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

OPAB

Ar statud

Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) zo anezhañ un Diazezadur Publik a Genlabour Sevenadurel (DPKS). Un aozadur ofisiel eo, bet savet gant ar Stad, Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-rannvro Broioù-al-Liger ha kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor, an Il-ha-Gwilen hag al Liger-Atlantel.

Ar c'hefridioù

Krouet e oa bet gant un diferad prefedel d'ar 17 a viz Gwengolo 2010. E statudoù a c'haller kavout amañ. Brudañ ar yezh ha skoazellañ anezhi d'en em zispakañ war holl dachennoù implij ur yezh zo e-touez kefridioù pennañ ar benveg. Lakaat a ra an Ofis publik da dalvezout ar politikerezhioù yezh a vez fiziet ennañ gant ar strollegezhioù publik zo ezel eus an Diazezadur. Strivañ a ra an Ofis Publik da frammañ diorroadur ar c'hinnig deskadurezh divyezhek peurgerket. Perzh a gemer ivez, da vat, el labour pinvidikaat korpus ar yezh hag azasaat anezhi ouzh ezhommoù ar bed a-vremañ.

Ar benveg

Krouidigezh Ofis Publik ar Brezhoneg, hag eñ kentañ benveg a seurt-se krouet e Frañs evit ar yezhoù tiriadel disheñvel diouzh ar galleg, zo anezhi un araokadenn vras evit ar brezhoneg. War-raok kalz ez a implij an div yezh er vuhez foran e Breizh abaoe ouzhpenn tregont vloaz. Kresk bras zo gant ar c'helenn divyezhek ha muioc'h-mui a dud deuet a zibab adperc'hennañ o yezh. An OPAB eo ar benveg zo bet savet gant strollegezhioù Breizh evit ambrougañ anezho en o folitikerezh yezh dre kas war-raok an divyezhegezh.

Plaketenn ginnig OPAB

Plaketenn furmad web.