Donemat e-barzh forom TermBret !
Dre ar forom-mañ e c'hall ar vrezhonegerien kinnig termenoù brezhonek hag a glot gant an ezhommoù yezh a sav evit mont diouzh emdroadur ar bed a vremañ. Gouest eo ar re a gemer perzh ivez da reiñ o soñj war an termenoù a vez kinniget gant ar wiaderien all. Evel-se e c'hall pep hini degas e lod evit pinvidikaat ar brezhoneg.
Taolit pled mat, e brezhoneg ez a ar forom termenadurezh en-dro. Ma fell deoc'h lakaat hoc'h anv evit kemer perzh er gaoz eo ret deoc'h gouzout brezhoneg hag ober gant etrefas brezhonek al lec'hienn.
Petra ober eus "écocide" war dachenn an ekologiezh pe gwarez an endro ?
Petra ober eus "fauxmage, vromage (fromage végétal)" ("vegan cheese" e saozneg) war dachenn ar boued ?
Petra ober eus "lanceur de balles de défense (LBD)" war dachenn an arme ?
Petra ober eus ar galleg "nomophobie" (diwar ar saozneg "nomophobia", "mobidépendance" e galleg Kebek) war dachenn ar pellgehentiñ hag ar psikologiezh ?