Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Gwazourien diriadel

Ar stummadurioù diwar skodenn gant KBMPT

Eus petra ez eus kaoz : Web gwelet en he brasañ

An dileuriadur Breizh e Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Publik Tiriadel en deus divizet lakaat stummadurioù war ar brezhoneg war-sav, goude kendivizoù gant Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor ha Kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen.

Diwar skodenn eo ar stummadurioù-se : kinniget int e-barzh katalog stummadurioù KBMPT ha ne zegasont ket koustoù ouzhpenn evit ar strollegezhioù.

Penaos e vint aozet :

Graet e vo ar stummadurioù-se 1 devezh ar sizhun. Gallet e vo bodañ 2 zevezh a-wechoù, kement hag aesaat an eztaol hag an emrenerezh er yezh. En holl e vo 200 eurvezh dre zalc’h, da lavaret eo war-dro 34 devezh e-pad ar bloavezh-skol 2017-2018.

Ar pezh a vo kinniget e 2017-2018 :

Adalek miz Gwengolo 2017 e vo kinniget ar stummadurioù-mañ :

- Brest (deraouidi ha/pe tud hag a zo krog da zeskiñ)

- Kemper (deraouidi ha/pe tud hag a zo krog da zeskiñ)

- Gwengamp pe Sant-Brieg (deraouidi)

Liammoù evit lakaat e anv pe gouzout hiroc’h.

Kasit ar pennad-mañ da dud all