Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Programm treiñ lennegel

Karget eo bet an Ofis Publik gant ar C'huzul-rannvro da reiñ lañs d'ur stignad evit kas war-raok an treiñ lennegel e brezhoneg.

Palioù

Lañset eo bet ar programm-mañ abalamour da ziazezañ plas ar brezhoneg evel yezh kehentiñ ha yezh a sevenadur. Dav eo d'al lennerien vrezhonek, ar re yaouank peurgetket, gallout ober anaoudegezh gant lennegezh ar bed-holl war-eeun dre ar brezhoneg. Ma vez lakaet ar pouez war al labour treiñ-se e vo pinvidikaet ar brezhoneg a-dra-sur ha war hir dermen e vo broudet an dud da grouiñ oberennoù nevez e brezhoneg.

Piv a c'hall bezañ skoazellet ?

An tiez-embann a c'hall bezañ skoazellet eo ar re a zo staliet e Breizh, ha pa vefent tiez-embann a vicher, kevredigezhel pe kenwerzhel.

Oberennoù da dreiñ a c'hall bezañ skoazellet

Savet ez eus bet ur roll eus an oberennoù a c'hall bezañ skoazellet gant ar Rannvro. Gallout a ra bezañ pellgarget amañ.

Levrioù nevez deuet er-maez a-drugarez d'ar programm treiñ lennegel

Ur person evit Enez Sun gant Henri Queffélec

Troet diwar ar galleg gant Mich Beyer

Embannet e ti an Alarc'h

Bavigoù Tiffany (ha teir danevell all) gant Truman Capote

Troet diwar ar saozneg (SUA) gant Yveline Le Don

Embannet e ti Mouladurioù Hor Yezh

Galv ar bed gouez gant Jack London

Troet diwar ar saozneg gant Kristian Braz

Embannet e ti Mouladurioù Hor Yezh

Chaokañ mizer gant Flann O'Brien

Troet diwar ar saozneg gant Kristian Braz

Embannet e ti Mouladurioù Hor Yezh

Ar prosez gant Franz Kafka

Troet diwar an alamaneg gant Gérard Cornillet

Embannet e ti an Alarc'h

Ar Beskont daouhanteret gant Italo Calvino

Troet diwar an italianeg gant Serj Richard

Embannet e ti Mouladurioù Hor Yezh

Muntr Roger Ackroyd gant Agatha Christie

Troet diwar ar saozneg gant Olier Biguet

Embannet e ti Keit Vimp Bev

An Estren gant Albert Camus

Troet diwar ar galleg gant Erwan Hupel

Embannet e ti Barn ha Skrid

Tev ar gwad, tanav an dour gant Alistair MacLeod

Troet diwar ar saozneg gant Kristian Braz

Embannet e ti Al Liamm

Persepolis gant Marjane Satrapi

Troet diwar ar galleg gant Tual Kerrain

Embannet e ti Goater

Poltred Dorian Gray gant Oscar Wilde

Troet diwar ar saozneg gant Alan Martel

Embannet e ti an Alarc'h

Hag un den ez eus anezhañ gant Primo Levi

Troet diwar an italianeg gant Serj Richard

Embannet gant Mouladurioù Hor Yezh

Muntr en Orient Express gant Agatha Christie

Troet diwar ar saozneg gant Olier Biguet

Embannet e ti Keit Vimp Bev

Shining gant Stephen King

Troet diwar ar saozneg (Stadoù Unanet) gant Olier Biguet

Embannet e ti Mouladurioù Hor Yezh

An Dengasour gant Molière

Troet diwar ar galleg gant Serj Richard

Embannet e ti Mouladurioù Hor Yezh

A-ziwar logod ha tud gant John Steinbeck

Troet diwar an amerikaneg gant Kristian Braz

Embannet e ti Mouladurioù Hor Yezh

Ar c'hoari echedoù gant Stefan Zweig

Troet diwar an alamaneg gant Gérard Cornillet

Embannadurioù an Alarc'h

Harry Potter ha Maen ar Furien gant J. K. Rowling

Troet diwar ar saozneg gant Mark Kerrain

Embannadurioù an Amzer

Kasit ar pennad-mañ da dud all