Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Karta habaskaat

I. Raklavar

Talvezout a ra ar garta habaskaat-mañ evit kement den a gemer perzh er foromoù hag en egorioù ha servijoù etreoberiat a zo e lec'hienn Internet Ofis Publik ar Brezhoneg, a reer "al lec'hienn" anezhi pelloc'h.

Graet eo evit termeniñ an doare ma vez kemeret perzh er foromoù hag en egorioù ha servijoù etreoberiat gant an implijerien, a reer "an implijer" anezho pelloc'h.
Adal ma ra an implijer gant ar servij e talvez ec'h asant-eñ d'ar garta habaskaat a zo displeget pelloc'h, hep mar na bete-gouzout.
Mar ne fell ket d'an implijer asantiñ d'ar garta habaskaat-mañ hag a sell ouzh ar c'hemennadennoù, en he fezh pe evit ul lodenn anezhi hepken, e c'houlenner digantañ paouez kerkent a implijout ar servij.
Ar vinored a implij al lec'hienn-mañ a ra kemend-all war garg ha dindan evezh o zud pe an dud a zo karget anezho hervez lezenn.

II. Reolennoù hervez lezenn

An implijer an hini eo a zo perc'henn war ar c'hemennadennoù a vez lakaet gantañ e lec'hienn Ofis Publik ar Brezhoneg hag atebek eo eñ e-unan anezho ; ret eo dezhañ doujañ d'al lezennoù ha reolennoù e talvoud, dreist-holl ar re a zo graet evit kastizañ an drougimplij eus ar frankiz ezteurel.
Diwall a ra, dreist-holl, na vefe ket en e gemennadennoù :

  • komzoù gouennelour, estrengas, enepyuzev, homofobek, nac'helour, pornografek, maboriat, pedopornografek,
  • komzoù kunujennus, gwallvrudus, a c'hall ober gaou d'ar vuhez prevez ha, dre vras, da gwirioù personel nep piv bennak,
  • komzoù a ra gaou da dinded mab-den,
  • komzoù a zoug d'ar feulster, d'en em zistrujañ, d'ar sponterezh, d'implijout, fardañ pe skignañ danvezioù berzet,
  • komzoù a zoug d'ober torfedoù pe felladennoù, pe a ro meuleudi dezho ha dreist-holl d'an torfedoù enep an denelezh,
  • endalc'hoù a yafe enep gwirioù perc'henniezh kefredel tud all (evel pennadoù, levrioù), pa n'eus ket bet roet aotre dezhañ gant an aozerien pe/hag ar wireien.
  • endalc'hoù a ra bruderezh evit servijoù ganto ur pal kenwerzhel,

Er gemennadenn kaset gant an implijer e vo arabat, kennebeut, kaout ul liamm bennak a gasfe war-zu endalc'hoù evel ar re a zo renablet uheloc'h.
N'eo ket klok al listenn-se, e-se e roer da c'houzout d'an implijer e c'hallo al lec'hienn, pa fello dezhi, lemel kement kemennadenn a vo enni komzoù a yafe enep al lezennoù pe ar reolennoù, pe enep ar garta-mañ.

III. Reolennoù neptuegezh

  • Neptuegezh kenwerzhel :
  • Difennet eo lakaat kemennadennoù da c'houlenn digant an dud mont e-barzh ul « lec'hienn Internet » dre ur chomlec'h URL pe ul liamm gourskrid, nemet ha degas a rafent ur respont d'ur goulenn resis embannet el lec'hienn-mañ pe menegiñ a rafent keleier liammet ouzh an danvez a zo anv anezhañ.
    N'haller ket kennebeut lakaat chomlec'hioù URL na liammoù gourskrid e sinadur ur gemennadenn, nag en anv implijer pe e fichennoù kont an izili. Ken gwir all eo ivez evit kement tra a vefe e bal brudañ ul lec'hienn Web, ur blog, ur merk pe un embregerezh.
  • Neptuegezh relijiel, politikel ha sevenadurel :
  • Digor eo al lec'hienn d'an holl implijerien petra bennak e ve o sevenadur, o c'hredennoù pe o soñjoù politikel.
    Kuit da gaout abostolerezh e doare pe zoare e c'houlenner digant an implijerien chom hep embann o soñjoù a-fet relijion, politikerezh pe sevenadur, koulz en o sinadur, en o fichenn gont pe er c'hemennadennoù lakaet ganto.

IV. Skarzhañ implijerien

Dre al lec'hienn e c'haller kendivizout on lakaat soñjoù disheñvel keñver-ha-keñver, n'eo ket ul lec'hienn evit ober emgavioù gant tud all. Gallout a ra an implijerien lavaret o soñj  war ar c'hemennadennoù lakaet enlinenn, met goulenn a reer diganto chom hep mont reut ouzh an dud all, gelver warno pe ober goulennoù groñs outo. N'int ket, e mod ebet, evit eskemm o daveennoù etrezo abalamour da gejañ ouzh implijerien all eus al lec'hienn. Kement eskemm pe kejadenn eeun a zegouezhfe etre daou implijer a yafe enep d'ar garta-mañ, gant se e vo an afer e atebegezh an dud-se o-unan. Ne c'hallo ket al lec'hienn, e doare ebet, bezañ kaset d'al lez-varn na lakaet kiriek abalamour ma vefe bet un eskemm pe ur gejadenn bennak etre implijerien.

VI. Kemmoù er Garta Habaskaat

Gallout a ra al lec'hienn, pa fell dezhi, kemm ar garta habaskaat-mañ hep en lavaret en a-raok. Gant se e c'houlenner digant an implijer lenn ar garta habaskaat-mañ a-raok bep taol ma ray un implij eus ar servij. Pa ra an implijer gant ar servij e talvez en deus asantet hep mar na bete-gouzout d'ar c'hemmoù a vefe bet degaset e-giz-se.

V. Reolennoù habaskaat

Habaskaet e vez al lec'hienn-mañ en un doare « a priori ».
Sellet e vez pizh, gant al lec'hienn, ouzh kement kemennadenn a vez kaset dezhi. Goulenn a reer neuze digant an implijer chom hep kas ur gemennadenn meur a wech en aner, hep kas an hevelep kemennadenn dindan lesanvioù disheñvel, ha hep implijout teknikoù evel strob, "junk mail", "troll"… 
Gwir zo gant al lec'hienn da embann pe da chom hep embann kemennadenn pe gemennadenn, diouzh ma vo dibabet ganti.
An implijer a laka ur gemennadenn a asant diwar se e vefe embannet diouzh ar reolennoù menegeriñ, frammañ ha lakaat war wel gant Ofis Publik ar Brezhoneg, pa'z eo an Ofis Publik embanner al lec'hienn.

Klask a ra al lec'hienn lezel ar c'hemennadennoù da vont en-dro en o-unan ar muiañ ma c'hall, ha war un dro lakaat anezho a-wel. Pa vo lamet traoù zo ne vo ket cheñchet ster ar gemennadenn dre vras. Ma ne blij ket ar c'hemmoù-se d'an implijer koulskoude e c'hallo neuze goulenn ma vo lamet ar gemennadenn en he fezh o skrivañ d'ar chomlec'h postel-mañ : ofis@ofis-bzh.org. Gallout a ra al lec'hienn lakaat paouez gant un diviz a vefe krog da vezañ randonus pe aloubet gant kabalerien e-leizh, petra bennak e vefe ar soñjoù difennet ganto.

Gallout a ra divizout, hep rakkemenn, lemel kement tra, en e bezh pe evit ul lodenn anezhañ, embannet el lec'hienn gant an implijerien ma vez ennañ peadra da vont enep al lezennoù ha reolennoù e talvoud, ar vuhegezh vat pe gwirioù an dud, pe ma kav d'al lec'hienn e vez implijet en un doare kamm pe direizh.

Ma vez drougimplij meur a wech a-berzh implijerien zo e c'hall al lec'hienn difenn outo da vont el lec'hienn, dougen klemm enep dezho ha reiñ an titouroù a sell outo d'ar justis.

Degas a reer da soñj ivez d'an implijer, ma vez tra pe dra enep al lezenn en e gemennadenn, e c'hallo herberc'hier al lec'hienn-mañ reiñ an titouroù a c'haller drezo adkavout anezhañ pe adkavout e urzhiataer d'ar pennadurezhioù barnerezhel ma c'houlennont kaout anezho, hervez mellad 6-II eus lezenn an 21 a viz Mezheven 2004.

Abalamour na c'haller ket, en doare ma vez habaskaet al lec'hienn, diguzhat a-dra-sur kement tra a vefe enep lezenn ha dreist-holl ar pezh a c'hallfe mont enep gwirioù un den bennak, e lavar an implijer chom hep  luskat obererezh ebet pe dougen klemm e mod ebet enep al lec'hienn he deus lakaet e gemennadenn enlinenn ma vez enep lezenn. El lec'hienn e c'hallo an implijer kavout ar chomlec'h Internet ofis@ofis-bzh.org ma c'hallo disklêrian an drougimplijoù hag ar c'hemennadennoù a c'haller lakaat kontrol d'ar reolennoù implijout hollek pe d'al lezenn.

D'al lec'hienn e vo d'ober ar pezh a zereo, diouzh ma fello dezhi, da-heul an disklêriadurioù-se. Diwar se e e c'hallo lemel, diouzh ma fello dezhi, ur gemennadenn ma kav dezhi ez a enep ar reolennoù implijout hollek a zo kinniget amañ pe enep al lezenn, kuit a heuliañ difraeoù ha kuit a gemenn tra pe dra en a-raok.

VII. Gwareziñ an titouroù personel

Hervez al Lezenn Stlenneg ha Frankizoù eus ar 6 a viz Genver 1978, kemmet gant lezenn ar 6 a viz Eost 2004, ho peus gwir da dizhout, da reizhañ ha da lemel an titouroù personel a sell ouzhoc'h.
Evit gallout en ober, skrivit da ofis@ofis-bzh.org

Kasit ar pennad-mañ da dud all