Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Menegoù lezennel

GWIRIOù an aozerien

Endalc'hoù skrivet

Gallout a reer adtapout an testennoù embannet e-barzh al lec'hienn-mañ, en o fezh pe tammoù anezho, kuit a c'houlenn an aotre en a-raok. Pa vez graet kemend-all eo ret groñs avat menegiñ en un doare splann eo bet kemeret an testennoù digant Ofis Publik ar Brezhoneg, ha menegiñ ivez URL al lec'hienn darzh.


Ar re a adkemer endalc'hoù skrivet tennet eus al lec'hienn a rank lavaret da Renerezh an Ofis Pulik peseurt implij a zo bet graet anezho.

Luc'hskeudennoù, skeudennoù difiñv ha bev

Ne c'haller ket adtapout al luc'hskeudennoù, ar skeudennoù difiñv ha bev anez goulenn an aotre en a-raok digant an Ofis Publik. Pa vez graet ar goulenn eo ret lavaret penaos e vo embannet ha skignet ar skeudennoù. Ur wech aotreet d'implijout ar skeudennoù e ranker menegiñ warno copyright an Ofis Publik pe an hini a oa merket pa oa bet roet an aotre gant Renerezh an Ofis Publik.

N'eus ket droed da adtapout skridoù, luc'hskeudennoù ha skeudennoù evit implijout anezho d'ober kenwerzh pe bruderezh.

 

Liammoù gourskrid

Gallout a reer krouiñ liammoù war-zu pajenn degemer al lec'hienn, pe forzh peseurt pajenn all, kuit da c'houlenn an aotre en a-raok. Da neuze eo ret d'al liamm menegiñ splann "Lec'hienn Ofis Publik ar Brezhoneg", d'ar wiaderien da c'houzout mat etrezek pelec'h e vezont kaset.
Ne dalvez ket an aotre tavel-mañ evit al lec'hiennoù ganto ar pal ober kenwerzh pe bruderezh hag a vefe o klask e-giz-se impljout brud an Ofis Publik evit o mad dezho. Ne dalvez ket kennebeut evit al lec'hiennoù a vez o skignañ traoù enep lezenn, feuls, tagus, pornografek, estrengas pe traoù hag a c'hall mont enep kizidigezh ar pep brasañ eus an dud.

Liammoù war-zu an teulioù

Aliañ a reomp an dud da chom hep ober liammoù war-eeun war-zu an teulioù a c'haller pellgargañ el lec'hienn (plaketennoù, furmskridoù...), war-zu ar pajennoù lec'h m'emañ an teulioù-se ne lavaromp ket.
E mod ebet ne c'hallo an Ofis Publik bezañ kiriek d'an drougimplij a vefe graet eus skridoù, luc'hskeudennoù, skeudennoù, liammoù ha teulioù e-barzh lec'hiennoù ha n'int ket meret gantañ.

 

Tretiñ an titouroù personel

Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 kemmet, diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, emañ al lec'hienn-mañ war roll ar CIL, evel ma vez erbedet gant  kengor broadel ar stlenneg hag ar frankizoù (CNIL) evit a sell ouzh roll ha kefridi an Darempredad Stlenneg ha Frankizoù.
Enrollet eo gant an niverenn : XXXXX

 

Furmskridoù daremprediñ

Meret e vez an darempredoù el lec'hienn gant furmskridoù elektronek. Ret eo reiñ an darn vrasañ eus an titouroù a vez goulennet (anv, anv-bihan, postel...). Goulennet e vez an titouroù-se evit ar servijoù a vez kaset ar c'hemennadennoù dezho, dezho da respont d'ar goulenn, tra ken.
Ne vez ket diellaouet an titouroù.


Gwir da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù a sell ouzhoc'h

Gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc'h hag a zo bet dastumet dre ar furmskridoù a zo e-barzh al lec'hienn-mañ. Evit gallout en ober skrivit da :

Ofis Publik ar Brezhoneg

32bis, straed ar Verzherien

29270 Karaez-Plouger

Kasit ar pennad-mañ da dud all