Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Stad ar yezh

Lakaet eo ar brezhoneg, gant an UNESCO, da "yezh en arvar bras”. Daoust da se e weler, dre al lañs a zo gant ar c'helenn ha politikerezh ar galloudoù publik, ez eus peadra da gaout fiziañs en amzer-da-zont ar brezhoneg.

An niver a vrezhonegerien

Merket e oa bet speredoù an dud da vat gant ar pezh a oa bet graet adalek fin an 19vet kantved evit skarzhañ ar brezhoneg e-maez ar skolioù (kastizañ ar vugale a gomze brezhoneg), ha da-heul kement-se e voe un troc'h evit a sell ouzh treuzkas ar yezh. Hervez an enklask sokioyezhoniel bet e 2018 ez eus 78% eus ar vrezhonegerien a zo en tu all da 60 vloaz. O niver a zlefe digreskiñ er bloavezhioù a zeu neuze.

Web gwelet en he brasañEn tu all eus "chadenn" ar boblañs, e-touez ar re yaouank, e talc'h niver ar vrezhonegerien da greskiñ. A vloaz da vloaz ez a niver ar skolidi war-raok, eus ar skol-vamm d'al lise (+45% en ur ober 10 vloaz), er skolioù divyezhek krouet gant Diwan e 1977 hag er c'hlasoù divyezhek digoret goude-se gant an Deskadurezh-Stad (1982) hag ar Gelennadurezh Katolik (1990). Gant 18890 a skolidi e 2019 hag an Ofis Publik oc'h ober war-dro diorren ar gelennadurezh divyezhek asambles gant ar re a labour war dachenn an deskadurezh, e weler ez eus lañs gant an hentadoù divyezhek hag e-se peadra da gaout fiziañs en amzer-da-zont ar brezhoneg, ar pezh a zo pouezus-kenañ.


Web gwelet en he brasañ
Hiziv an deiz eo e-touez an dud etre 20 ha 50 vloaz ez eo distank niver ar vrezhonegerien. Met eno ivez e kaver muioc'h-mui a dud o teskiñ brezhoneg er c'hentelioù sizhuniek (3182 a oadourien) hag er stummadurioù hir (aet eo niver ar stajidi evit ar stummañ micherel en tu all da 230). Evit sikour an traoù da vont war an tu-se e rankomp kenderc'hel da ziorren ar c'helenn divyezhek, lakaat ar pouez war ar marevezh rakskol e brezhoneg (magourioù, skoazellerezed-mamm) hag al liamm etre ar c'helenn divyezhek eus ar skol-vamm betek ar c'hlas termen, staliañ hentadoù klok evit deskiñ diazezoù ar brezhoneg (war-dro 13.000 skoliad hiziv an deiz), diorren ar stummadurioù d'an dud deuet ha kinnig muioc'h a stummadurioù liesseurt war-lerc'h ar vachelouriezh.

Statud lezennel ebet

E-pad pell eo bet lakaet ar brezhoneg e-maez ar vuhez foran ha hiziv an deiz eo ar yezh keltiek nemeti n'he deus statud ebet hervez lezenn.

A-drugarez d'ar strollegezhioù lec'hel eo bet lakaet ar brezhoneg war wel muioc'h-mui koulskoude e-kerzh an 30 vloaz diwezhañ. E 3 departamant (Penn-ar-Bed, Mor-Bihan, kornôg Aodoù-an-Arvor) hiziv an deiz e vez staliet panelloù heñchañ divyezhek seul daol.

Web gwelet en he brasañAet eo ar c'humunioù ivez da-heul al luskad-se, e-giz-se o deus staliet, evit kregiñ, panelloù mont tre ha mont er-maez divyezhek ; tamm-ha-tamm ez eus bet lakaet skorioù all (panelloù heñchañ, plakennoù-straed, panelloù elektronek, plaketennoù, lec'hiennoù Internet...) da vezañ divyezhek.

Goude-se e oa bet Kuzul-rannvro Breizh ar strollegezh kentañ o tiazezañ ur steuñv politikerezh yezh e 2004 (adwelet e oa bet ar steuñv e 2012). Web gwelet en he brasañDiwar neuze e sell hec'h obererezh evit ar brezhoneg ouzh an holl dachennoù (sevenadur, treuzdougen dre THR, touristerezh, savadurioù foran…). E 2016 e oa bet Penn-ar-Bed an departamant kentañ o votiñ war ur brastres yezh.

Kasit ar pennad-mañ da dud all