Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kumun Henbont war-zu al label 3

Web gwelet en he brasañ Sylvain Berhault, Lena Louarn, Gérard Perron

Ya d'ar brezhoneg 21/10/2013

D’ar 4 a viz Here 2013 he doa roet an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg, label 2 ar garta Ya d’ar Brezhoneg da Gérard Perron, Maer Henbont.

13 ober a zo bet kaset da benn gant ar gumun, en o mesk an harp da zigeriñ un hentad divyezhek er skol bublik Paul Eluard.

Ouzhpenn-se he deus divizet kêr Henbont mont war-zu label 3 ar garta dre zibab 15 ober nevez.

Gant an diviz-se eo deuet Henbont da vezañ unan eus ar c’humunioù a ra ar muiañ evit kas ar brezhoneg war-raok er Mor-Bihan.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob