Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

kamp hañv : 1-2-3 Fisel

Web gwelet en he brasañ

Kampoù hañv

Sikour da aozañ festival Fisel Rostrenenn evit ar re 14-17 vloaz eus an 19 betek ar 26 a viz Eost 2013

Ouzhpenn 40 vloaz eo Festival Fisel Rostrenenn. Sonadegeoù, festoù-noz, koñkourioù, kan b’ar bistro, bœuf, stajoù... ur fest vras evit reiñ ton da zibenn an hañv e Kreiz-Breizh. Ezhomm zo sikour evit aozañ pep tra : sevel an teltennoù, kinklañ, prientiñ an degemer... Ha pa zifoup ar sonerien, an dañsourien hag ar c’hañfarted a bep seurt, eo poent kas anezhi neuze. Deus da vevañ ur festival eus an diabarzh, o reiñ an dorn evit an aozañ, hag o kemer perzh er staj sonerezh pe dañs, hag er c’hoñkour memes ma plij dit. Mont-dont bemdez gant ur minibus etre feurm Koat ar Barz ha Rostrenenn.

Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0