Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Skritelloù bras 4m x 3m evit diorren ar c’helenn divyezhek

Web gwelet en he brasañ Skeudenn ar c'houlzad "Erwan"

Deskadurezh 09/04/2013

Roet ez eus bet lañs e Roazhon d'ar c'houlzad "Erwan" evit brudañ ar c'helenn divyezhek, d'ar Merc'her 2 a viz Ebrel 2013

En e bolitikerezh yezh, nevesaet e 2012, en doa Kuzul-rannvro Breizh kefridiet an OPAB da aozañ ur vrudadeg war ar c’helenn divyezhek. Evit an eil koulzad “Erwan” ez eus bet divizet cheñch ment ar skritelloù ha skignañ anezho er rouedad-skritellañ 4 metrad dre 3 e Breizh a-bezh.

A-hed miz Ebrel e vo gwelet ar skritell-mañ e kêrioù brasañ Breizh : Brest, Kemper, an Oriant, Gwened, Sant-Brieg, Roazhon ha Naoned.

Gouestlet ez eus un niverenn bellgomz d’ar c’houlzad, 0820 200 80, ha ganti e vo tu d’ar gerent da c’houzout hiroc’h war ar c’helenn divyezhek. 14709 skoliad a gaver ennañ en deiz hiziv e 430 ti-skol dasparzhet etre an deskadurezh publik, an deskadurezh katolik ha skolioù Diwan.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob