Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) a ginnig ar garta « Ya d’ar brezhoneg » d’ar strollegezhioù tiriadel evit labelaat ar politikerezhioù yezh lakaet e plas.
229 kumun ha 15 diazezadur publik a genlabour etrekumunel o deus votet un divizadeg c’hoazh evit kas da benn oberoù da ziorren implij ar brezhoneg e stern an divyezhegezh brezhoneg-galleg. Ouzhpenn 2 vilion a Vretoned hag a Vretonezed a vev en ur strollegezh bet sinet ar garta ganti.
Gant Kuzul-departamant ar Mor-Bihan ez eus bet divizet mont gant al lusk-se d’e dro. Sinet ez eus bet gant an OPAB ur c’henemglev palioù evit ar prantad 2022-2026 war diazez ar garta « Ya d’ar brezhoneg ».
23 ober zo rakwelet kas da benn hag an departamant kentañ e vo o vont gant hent an testeniekadur kinniget gant an Ofis Publik.
An evezhiadennoù0