Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg 2021

Web gwelet en he brasañ

Brezhoneg 30/03/2021

Roll loreidi 2021

Sed aze an disoc'hoù, diouzh vot ar bodad-barn a oa bet dalc'het d'an 20 a viz Meurzh.

Evit sellout ouzh abadenn Frañs 3 Breizh a oa bet skignet d'ar Gwener 26 a viz Meurzh 2021, klikañ amañ.

Rummad Brezhoneger.ez ar bloaz

Priz kentañ : Per Morvan evit e labour divent kaset war-zu an NTKK dieub

Eil Priz : Sandrine Lefebvre-Hubert evit bezañ desket brezhoneg ha savet levrioù evit ar vugale

Trede Priz : Stefan Carpentier evit e chadenn war You tube ma kinnig abadennoù obererezhioù korf

Rummad Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik

Priz kentañ : Ti-Yec’hed Menez Are evit bezañ staliet ur panellerezh diavaez ha diabarzh

Eil Priz : Ti-kêr Gwern-ar-Sec’h evit bezañ savet ur politikerezh dalc’hus evit ar yezh

Trede Priz : Ti-kêr Lokeored evit bezañ digoret un hentad divyezhek en ur c'hKPE e-kreiz Penn-ar-Bed

Rummad Intrudu gwellañ er bed ekonomikel

Priz kentañ : Edern Perennoù, klañvdiour evit kas bemdez e labour e brezhoneg

Eil Priz : Kerfood SARL (Carabreizh) evit panellerezh diavaez an embregerezh

Trede Priz : Le Finistère Assurances evit ar gevrat bag-vale kinniget e brezhoneg

Rummad Kevredigezhioù

Priz kentañ : Kentelioù an noz evit bezañ krouet al lec’hienn Modigell evit deskiñ ar yezh enlinenn

Eil Priz : Raok evit kas ar brezhoneg war-raok e Kreiz-Breizh

Trede Priz : Ti ar Vro Gwened evit bezañ savet kentelioù kanañ a-bell evit ar vugale e-pad ar c’henfinañ

Rummad Levr gwellañ e brezhoneg

Priz kentañ : Mich Beyer evit he roman « Anna Skolan » embannet e ti an Alarc’h

Eil Priz : Erwan Hupel evit e roman « 'Gisti tout ! » embannet e ti al Liamm

Trede Priz : Kristian Braz evit e levr danevelloù « Kroashent-tro » emgannet e ti al Liamm

Rummad Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg

Priz kentañ : Brieg Guerveno evit e bladenn « 'Vel ma vin » embannet e ti LP éditions pe stumm niverel

Eil Priz : Madelyn Ann evit « Din eo » ha kanaouennoù all (tonioù war ar Genrouedad)

Trede Priz : Nava, strollad Jañlug er Louel, evit ar bladenn « Peroked » embroduet

Rummad Gwellañ sevenidigezh kleweled

Priz kentañ : Perryn Bleunven evit he stirad « Zero Lastez », produet gant Frañs 3 ha Kalanna

Eil Priz : « Krogit », produet gant Morzhol Prod

Trede Priz : Ar stirad « 13 munud e Breizh », produet gant Brezhoweb

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob