Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg 2019 : an disoc'hoù

Web gwelet en he brasañ

Darvoud 03/03/2019

Lid-reiñ Prizioù dazont ar brezhoneg a zo bet dalc’het d'ar Gwener 1añ a viz Meurzh 2019 e Bruz.

Lid-reiñ Prizioù dazont ar brezhoneg a zo bet dalc’het er Lojeiz Bras e Bruz d’ar Gwener 1añ a viz Meurzh 2019 dirak an it. Lena Louarn, beszprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, izili ar bodad-barn hag an ao. Mael ar Gwenneg, karget eus an abadennoù e brezhoneg e Frañs 3 Breizh.

Un 350 arvester bennak o doa kemeret perzh en abadenn a zo bet filmet gant Frañs 3 Breizh hag a zo bet skignet d’ar Sadorn da-heul, en abadenn Bali Breizh.

Sed aze an disoc'hoù, diouzh vot ar bodad-barn :

Rummad strollegezhioù foran

Priz kentañ : Ti-kêr Karaez, evit al levrig familh divyezhek skignet d’an holl, un hentad divyezhek e pep skol er gumun, ar panellerezh divyezhek e kreizenn Vorgium.

Eil Priz : Ti-kêr Roazhon, evit diorren ar panelloù divyezhek e kêr, ar sikour roet evit sevel ur vagouri divyezhek, ha bezañ harpet da gavout un ti nevez e kreiz-kêr evit ar greizenn-stummañ oadourien war ar brezhoneg Skol an Emsav.

Trede Priz : Mirdi abati kozh Landevenneg, evit an diskouezadeg « Breizh da vare ar roueed » troet e brezhoneg.

Rummad embregerezhioù

Priz kentañ : Lorcyber, a labour war ar sibersurentez, en deus lakaet treiñ e brezhoneg plegfollenn an embregerezh kement hag al lec’hienn internet.

Eil Priz : Diazezadur Kef labour-douar Penn-ar-Bed. Savet ez eus bet gant an Diazezadur ur font da sikour ar frammoù a lak ar brezhoneg da vont war-raok. Ur budjed 50 000 € a zo bet gouestlet d’en ober.

Trede Priz : Penn ar box, a ginnig un dibab produoù breizhat da brenañ war e lec’hienn, bremañ troet e brezhoneg.

Rummad kevredigezhioù

Priz kentañ : Radio Kerne. Digoret e vo en nevezamzer ur skourr gant Radio Kerne e Naoned, war ar Radio Niverel Douarel.

Eil Priz : Ti ar vro Gwengamp, an arvor hag an argoad. Digoret ez eus bet ur greizenn dudi e burevioù Ti ar Vro, da ginnig obererezhioù dudius e brezhoneg d’ar vugale adalek 4 bloaz.

Trede Priz : Daoulagad Breizh hag Emglev bro Douarnenez. Ar genstrivadeg « Filmoù-chakod » a ginnig d’an holl sevel filmouigoù pemp munutenn d’ar muiañ, filmet gant ur pellgomzer hezoug pe ur c’hamera bihan.

Rummad levrioù faltazi

Priz kentañ : Ouzh skleur an noz, romant gant Jerom Olivry (Emb. Al Liamm).

Eil Priz : Distro Jarl eus ar brezel, romant gant Goulc’han Kervella (Emb. Skol Vreizh).

Trede Priz : Galnys pe priz ar gwad, pezh-c’hoari e pevar arvest gant Yann-Fulub Dupuy (Emb. An Alarc’h Embannadurioù).

Rummad pladennoù kanet e brezhoneg

Priz kentañ : Mil Hent, gant Denez (Coop Breizh).

Eil Priz : Kan ar bed, oberenn a-stroll (Bannoù-Heol).

Trede Priz : A-dreñv ar vrumenn, gant Möhrkvlth (Asgard Hass).

Rummad kleweled

Priz kentañ : Gwallzarvoud ar fisel, teulfilm gant Sébastien Le Guillou (26’ - France 3 Breizh).

Eil Priz : Ar pevarad kerniel, tresadennoù-bev gant Benjamin Botella hag Arnaud Demuynck (Vivement Lundi !).

Trede Priz : Zao ! Un heuliad poltridi gant Perynn Bleunven ha Mai Lincoln (Kalanna Production).

Rummad brezhoneger ar bloaz

Priz kentañ : Arno Elegoed, evit bezañ douget ar raktres levr-pladenn Kan ar Bed eus ar penn-kentañ betek ar fin dre e di-embann Bannoù-Heol.

Eil Priz : Ismael Morvan, prezidant ar gevredigezh Bak e Brezhoneg, a sikour stourm liseidi Diwan evit tremen ar vachelouriezh e brezhoneg penn-da-benn.

Trede Priz : Paskal Nignol, a labour evit diorren ar brezhoneg er Maezioù Frank, e Roazhon, dre heñchadennoù displeget e brezhoneg pe c’hoazh abadennoù komz a-stroll.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob