Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù 2019 : ar re anvet

Web gwelet en he brasañ Bodad-barn Prizioù dazont ar brezhoneg 2019

Darvoud 17/01/2019

Bodet e oa bet juri Prizioù dazont ar brezhoneg, d’ar Sadorn 12 a viz Genver 2019.

Gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vez kenaozet ar Prizioù. Lakaat a reont war wel war un dro ar gwellañ krouidigezhioù brezhonek hag an dud a ra an traoù lañsusañ e 2019.

Bep bloaz e vez roet Prizioù an dazont da dud, kevredigezhioù, embregerezhioù, ensavadurioù o deus degaset nevezentioù e brezhoneg.

D'ar Gwener 1 a viz Meurzh e vo dalc’het lid ar Prizioù e Bruz. Skignet e vo war-eeun e lec’hienn France 3 Breizh hag an deiz war-lerc’h war France 3 Breizh.

Rummad kevredigezh

  • Ti ar vro Gwengamp, an arvor hag an argoad.Gant ar greizenn dudi vrezhonek bet roet lañs dezhi e 2017 ez eus bet lakaet war-sav ur c’hinnig dudiamantoù e brezhoneg ingal bep Merc’her adalek 4 bloaz.
  • Daoulagad Breizh hag Emglev bro Douarnenez. Ar genstrivadeg « Filmoù-chakod » a ginnig d’an holl sevel filmouigoù pemp munutenn d’ar muiañ, filmet gant ur pellgomzer hezoug pe ur c’hamera bihan.
  • Radio Kerne. Digoret e vo ur skourr e Naoned gant Radio Kerne.

Rummad levr faltazi

  • « Galnys pe priz ar gwad », pezh-c’hoari e pevar arvest gant Yann-Fulub Dupuy (Emb. An Alarc’h Embannadurioù).
  • « Ouzh skleur an noz », romant gant Jerom Olivry (Emb. Al Liamm).
  • « Distro Jarl eus ar brezel », romant gant Goulc’han Kervella (Emb. Skol Vreizh).

Rummad strollegezh

  • Mirdi abati kozh Landevenneg, evit an diskouezadeg « Breizh da vare ar roueed » troet e brezhoneg.
  • Ti-kêr Karaez, evit al levrig familh divyezhek skignet d’an holl, un hentad divyezhek e pep skol er gumun, ar panellerezh divyezhek e kreizenn Vorgium.
  • Ti-kêr Roazhon, evit bezañ lakaet staliañ muioc’h-mui a blakennoù-straed divyezhek e kêr, bezañ sikouret evit sevel ur vagouri divyezhek, ha bezañ harpet da gavout un ti nevez e kreiz-kêr evit ar greizenn-stummañ oadourien war ar brezhoneg Skol an Emsav.

Rummad kleweled

  • « Gwallzarvoud ar fisel », teulfilm gant Bastian Gwilhou (26’, France 3 Breizh).
  • « Ar Pevarad Kerniel », heuliad tresadennoù-bev gant Benjamin Botella hag Arnaud Demuynck (Vivement Lundi !).
  • « Zao ! », heuliad poltridi gant Perynn Bleunven ha Mai Lincoln (Kalanna Production).

Rummad embregerezh

  • Lorcyber, a labour war ar sibersurentez, en deus lakaet treiñ e brezhoneg plegfollenn an embregerezh kement hag al lec’hienn internet.
  • Penn ar box, a ginnig un dibab produoù breizhat da brenañ war e lec’hienn, bremañ troet e brezhoneg.
  • Diazezadur Kef labour-douar Penn-ar-Bed. Savet ez eus bet ur font da sikour ar frammoù a lak ar brezhoneg da vont war-raok gant an Diazezadur. Ur budjed 50 000 euro a zo bet gouestlet d’en ober.

Rummad pladenn kanet e brezhoneg

  • « Kan ar bed », oberenn a-stroll (Bannoù-Heol).
  • « Mil Hent», gant Denez (Coop Breizh).
  • « A-dreñv ar vrumenn », gant Möhrkvlth (Asgard Hass).

Rummad brezhoneger ar bloaz

  • Arno Elegoed, evit bezañ douget ar raktres levr-pladenn « Kan ar Bed » eus ar penn-kentañ betek ar fin dre e di embann Bannoù-Heol.
  • Ismael Morvan, prezidant ar gevredigezh « Bak e Brezhoneg », a sikour dougen stourm liseidi Diwan evit tremen ar vachelouriezh e brezhoneg penn-da-benn.
  • Paskal Nignol, a labour evit diorren ar brezhoneg er Maezioù Frank, e Roazhon, dre gweladennoù displeget e brezhoneg pe c’hoazh abadennoù komz a-stroll.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob