Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Lokmikaelig

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 11/06/2018

Dalc’het eo bet al lid-sinañ en ti-kêr d’ar Gwener 8 a viz Mezheven 2018

Sinet eo bet engouestl ar gumun gant maerez Lokmikaelig, an it. Nathalie Le Magueresse dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB. Kaset e vo 5 ober da benn evit tizhout al label a live 1 eus ar garta. An it. Claire Le Mezo, eilmaerez kentañ, den dave evit ar garta hag ur bern brezhonegerien a oa war al lec’h ivez.

Gwelet e vo eta er mizioù da zont panelloù divyezhek staliet e mont-tre ha mont e-maez ar gumun koulz ha plakennoù-straed divyezhek en hentoù nevez krouet. Arvestoù hag abadennoù e brezhoneg a vo kinniget ingal diwar vremañ er greizenn sevenadurel. Divizet ez eus bet ivez gant an ti-kêr paeañ an treziad skol evit ar vugale skoliet er rouedad Diwan. Ur bodad treuzservij a vo krouet ivez evit kas an holl divizoù-se da benn vat.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob