Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Er Vro – La Marmite bretonne a sin an emglev Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 18/05/2017

Ar vouedvirerezh produioù bio ha lec’hel Er Vro – la Marmite Bretonne, staliet e Plougouvelen er Mor-Bihan, a zo o paouez sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg.

Aet eo Lena Louarn, da sez an embregerezh d’ar Gwener 12 a viz Mae 2017 e-lec’h m’eo bet degemeret gant an daou rener, an it. Elisabeth Plassard hag an ao. Loik de Féraudy, evit al lid-sinañ.

An embregerezh yaouank-mañ, a zo ennañ 4 implijad, 2 vrezhoneger ha 2 zen all o teskiñ ar yezh, en deus dibabet kas buan da benn 5 ober evit lakaat ar brezhoneg war wel da vat (kemennadenn ar responter, skritell an eurioù digeriñ, panellerezh al lec’h, logo ar framm, pakadurezh ar produioù skignet ganto). Sed aze ar bazenn gentañ a vo sevenet evit diorren implij ar brezhoneg e bed al labour war ar pemdez.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob