Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lokorn a resev live 2 al label Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ an ao. Antoine Gabriele hag an it. Lena Louarn

Ya d'ar brezhoneg 17/03/2017

Dalc’het eo bet al lid-da reiñ al label e ti-kêr Lokorn d’ar Gwener 10 a viz Meurzh 2017, dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez an Ofis Publik hag ar maer an ao. Antoine Gabriele.

Gounezet eo bet al label-mañ gant ar gumun abalamour ma oa bet kaset da benn ganti 11 ober da dalvoudekaat ar brezhoneg. Estreget an oberoù a sell ouzh ar panellerezh (panellerezh diabarzh ha diavaez an ti-kêr, plakennoù-straed), ar c’helaouiñ (levrig kinnig ar gumun), e kaver oberoù a sell ouzh ar c’hehentiñ (pennad-stur ar c’hannadig-kêr, pedadennoù d’an darvoudoù, paper talbennet) pe c’hoazh ouzh treuzkas ar yezh (brudañ ar c’helenn d’an oadourien)…

En he frezegenn he deus pouezet Lena Louarn war ar fed ez eo mil bouezus kas oberoù da stummañ yezherien nevez.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob