Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-sinañ an Emglev Ya d’ar brezhoneg gant Skol-veur Breizh-Izel

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 27/01/2017

Skol-veur Breizh-Izel engouestlet da gas meur a ober evit ar brezhoneg da benn

Dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez OPAB, an it. Solange Creignou, besprezidantez Kuzul-departamant Penn-ar-Bed dileuriet evit ar brezhoneg, an it. Isabelle ar Bal, eilmaerez 1añ Kemper hag an ao. Jean-Luc Bleunven, kannad eus Penn-ar-Bed, eo bet sinet an emglev Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Mathieu Gallou, prezidant ar skol-veur.

En e brezegenn en deus lavaret an ao. Mathieu Gallou e oa an niver a studierien bet skoliataet en hentadoù divyezhek o kreskiñ hag e oa ret d’ar Skol-veur bastañ da ezhommoù ar re yaouank divyezhek en ur ziorren ar c’helenn e brezhoneg.

7 ober a bouez a vo kaset da benn dindan an daou vloaz a zeu. Kroget e vo gant adober ar panellerezh diavaez ha diabarzh evit ma vefe divyezhek penn-da-benn ; un enklask a vo graet e-touez ar studieren da zastum o soñj diwar-benn ar brezhoneg ; unvezioù kelenn frank a vo kinniget dezho ; er Redadeg e kemero perzh ar Skol-veur ; kartennoù hetoù ha bizit a vo savet gant ar servij kehentiñ ; hag e vo kaset un enklask da benn e-touez an implijidi da c’houzout petra emaint o c’hortoz evit a sell ouzh ar stummadurioù war ar brezhoneg.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob