Aozet e vez bep bloaz Prizioù Dazont ar Brezhoneg gant an Ofis Publik ha Frañs 3. Ar pal eo lakaat oberoù nevez a dalvez da skouer evit an holl. Arc'hantaouet eo ar Prizoù gant Kuzul-rannvro Breizh (pep priz kentañ a ya 1500 euro gantañ, evit pep eil priz koulz hag evit pep trede priz eo 500 euro).
E Karaez e oa bet aozet lid Prizioù dazont ar brezhoneg d'ar 16 a viz C'hwevrer 2018.
7 rummad zo :
• Brezhoneger ar bloaz
• Kevredigezhioù
• Embregerezhioù
• Aozadurioù publik
• Levr faltazi
• Kleweled
• Cd kanet e brezhoneg
Rummad | Priz | Da c'houzout hiroc'h |
Brezhoneger | 1añ priz : Stéphanie Stoll, Prezidantez rouedad skolioù Diwan. Lakaat a ra he nerzh abalamour da zerc’hel gant ar c’hevratoù skoazellet e Diwan hag evit kaout diskoulmoù war hir amzer. | |
2l priz : Maripol Gouret ha Jean-François Guillouzic o deus lakaet kalz a boan evit sevel Yezhoù ha Sevenadur e Naoned ha krouet o deus al levraoueg vrasañ gouestlet d’ar brezhoneg ha da Vreizh el Liger-Atlantel. | ||
3de priz : Fañch Bernard, stourm ar familh evit ma vefe skrivet mat anv o mab gant un « ñ ». | ||
Kevredigezhioù | 1añ priz : Gwarez filmoù Breizh, e Brest. Dastum ha saveteiñ a ra filmoù diwar-benn Breizh. Un implijadez a ra gant ar brezhoneg. | |
2l priz : Yezhoù ha Sevenadur, e Naoned, a vod meur a framm : ur skol Diwan, Kentelioù an Noz, KDSK (ul levraoueg) hag ur vagouri e brezhoneg. | ||
3de priz : Youn ha Solena, en Naoned. Ur vagouri e brezhoneg dre soubidigezh.. | ||
Embregerezhioù | 1añ priz : Rugby Club Gwened, testennoù, luganoù, skritelloù e brezhoneg hag implij ar yezh war an dachenn.. | |
2l priz : Tudwal ha Mathias Girard o deus digoret, e Plerin, ar c’hav bier Mar’Mousse a zo divyezhek penn-da-benn. | ||
3de priz : Kristof Conan produer sistr e Plougastell, a ra tikedennoù divyezhek ouzh ar boutailhoù evit lakaat ar brezhoneg war wel. | ||
Aozadurioù publik | 1añ priz : Sindikad kemmesk Park naturel Arvorig, evit bezañ staliet panellerezh divyezhek dreist-holl e Menez Meur. | |
2l priz : Ti-kêr ar Roc’h-Derrien, evit un arload teiryezhek diwar-benn istor ha glad ar gumun. | ||
3de priz : Mirdi Ragistor Karnag, evit bezañ savet fichennoù pedagogel e brezhoneg. | ||
Levrioù faltazi | 1añ priz : Divaskell da nijal kuit, barzhonegoù gant Yann-Ber Pirioù (Emb. Skol Vreizh). | |
2l priz : Pellik, barzhonegoù gant Antony Heulin (Emb. Mouladurioù Hor Yezh). | ||
3de priz :Troiad en Ifern, romant gant Mich Beyer (Emb. An Alarc’h embannadurioù). | ||
Kleweled | 1añ priz : Fin ar bed, heuliad faltazi gant Nicolas Leborgne (Lyo production ha Tita productions). | |
2l priz : Open the border, teulfilm gant Mikael Baudu (Gwengolo filmoù). | ||
3de priz : Ar mor atav, film-faltazi gant Emmanuel Roy (Kalanna Production). | ||
CD kanet e brezhoneg | 1añ priz : ‘N om gustumiñ deus an deñvalijenn, gant Krismenn (World Village / Pias). | |
2l priz : Loened Fur ha Foll, gant Morwenn Le Normand /Roland Conq (Coop Breizh). | ||
3e priz : As an end to death, gant Tiny Feet (Les Disques Normal). |