Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg

Aozet e vez bep bloaz Prizioù Dazont ar Brezhoneg gant an Ofis Publik ha Frañs 3. Ar pal eo lakaat oberoù nevez a dalvez da skouer evit an holl. Arc'hantaouet eo ar Prizoù gant Kuzul-rannvro Breizh (pep priz kentañ a ya 1500 euro gantañ, evit pep eil priz koulz hag evit pep trede priz eo 500 euro).

Prizioù dazont ar brezhoneg 2019

E Bruz e oa bet aozet lid Prizioù dazont ar brezhoneg d'ar 1añ a viz Meurzh 2019.

Ar rummadoù

7 rummad zo :

• Brezhoneger ar bloaz

• Kevredigezhioù

• Embregerezhioù

• Aozadurioù publik

• Levr faltazi

• Kleweled

• Cd kanet e brezhoneg

Al lid

E-pad ul lid aozet ha filmet gant Frañs 3 e vez roet Prizioù dazont ar brezhoneg.

Web gwelet en he brasañ

Loreidi 2019

Rummad Priz Da c'houzout hiroc'h
Brezhoneger

1añ priz : Arno Elegoed, evit bezañ douget ar raktres levr-pladenn Kan ar Bed eus ar penn-kentañ betek ar fin dre e di-embann Bannoù-Heol.

Kan ar Bed
2l priz : Ismael Morvan, prezidant ar gevredigezh Bak e Brezhoneg, a sikour stourm liseidi Diwan evit tremen ar vachelouriezh e brezhoneg penn-da-benn.
Bak e brezhoneg
3de priz : Paskal Nignol, a labour evit diorren ar brezhoneg er Maezioù Frank, e Roazhon, dre heñchadennoù displeget e brezhoneg pe c’hoazh abadennoù komz a-stroll
Mirdi Breizh
Kevredigezhioù

1añ priz : Radio Kerne. Digoret e vo en nevezamzer ur skourr gant Radio Kerne e Naoned, war ar Radio Niverel Douarel.

Radio Kerne

2l priz : Ti ar vro Gwengamp, an arvor hag an argoad. Digoret ez eus bet ur greizenn dudi e burevioù Ti ar Vro, da ginnig obererezhioù dudius e brezhoneg d’ar vugale adalek 4 bloaz.

Ti ar vro Gwengamp
3de priz : Daoulagad Breizh hag Emglev bro Douarnenez. Ar genstrivadeg « Filmoù-chakod » a ginnig d’an holl sevel filmouigoù pemp munutenn d’ar muiañ, filmet gant ur pellgomzer hezoug pe ur c’hamera bihan. Daoulad Breizh
Embregerezhioù 1añ priz : Lorcyber, a labour war ar sibersurentez, en deus lakaet treiñ e brezhoneg plegfollenn an embregerezh kement hag al lec’hienn internet. Lorcyber
2l priz : Diazezadur Kef labour-douar Penn-ar-Bed. Savet ez eus bet gant an Diazezadur ur font da sikour ar frammoù a lak ar brezhoneg da vont war-raok. Ur budjed 50 000 € a zo bet gouestlet d’en ober.
Diazezadur Kef al Labour-douar 29
3de priz : Penn ar box, a ginnig un dibab produoù breizhat da brenañ war e lec’hienn, bremañ troet e brezhoneg.
Penn ar Box
Aozadurioù publik 1añ priz : Ti-kêr Karaez, evit al levrig familh divyezhek skignet d’an holl, un hentad divyezhek e pep skol er gumun, ar panellerezh divyezhek e kreizenn Vorgium. Karaez
2l priz : Ti-kêr Roazhon, evit diorren ar panelloù divyezhek e kêr, ar sikour roet evit sevel ur vagouri divyezhek, ha bezañ harpet da gavout un ti nevez e kreiz-kêr evit ar greizenn-stummañ oadourien war ar brezhoneg Skol an Emsav.
Roazhon

3de priz : Mirdi abati kozh Landevenneg, evit an diskouezadeg « Breizh da vare ar roueed » troet e brezhoneg.

Mirdi abati kozh Landevenneg
Levrioù faltazi 1añ priz : Ouzh skleur an noz, romant gant Jerom Olivry (Emb. Al Liamm). Al Liamm
2l priz : Distro Jarl eus ar brezel, romant gant Goulc’han Kervella (Emb. Skol Vreizh). Skol vreizh

3de priz : Galnys pe priz ar gwad, pezh-c’hoari e pevar arvest gant Yann-Fulub Dupuy (Emb. An Alarc’h Embannadurioù).

An Alarc'h
Kleweled 1añ priz : Gwallzarvoud ar fisel, teulfilm gant Sébastien Le Guillou (26’ - Frañs 3 Breizh) Frañs 3
2l priz : Ar pevarad kerniel, tresadennoù-bev gant Benjamin Botella hag Arnaud Demuynck (Vivement Lundi !). Vivement Lundi !
3de priz : Zao ! Un heuliad poltridi gant Perynn Bleunven ha Mai Lincoln (Kalanna Production).
Kalanna Production
CD kanet e brezhoneg 1añ priz : Mil Hent, gant Denez (Coop Breizh). Denez
2l priz : Kan ar bed, oberenn a-stroll (Bannoù-Heol). Kan ar Bed
3e priz : A-dreñv ar vrumenn, gant Möhrkvlth (Asgard Hass). Möhrkvlth

Kasit ar pennad-mañ da dud all