Hinamgredik a vo komprenet gant ar braz eus an dud, poellek eo an dibab-se
Stéphane d'an 18/12/15 e 15h09
Ober a rafen kentoc'h gant "an hini na gred ket e chañchamant an hin"
Gildas d'an 18/12/15 e 08h24
"hinamgredik/g" eo a blij din ar muiañ
Haelwezhen d'an 17/12/15 e 00h01
kinnig a rafen-me "hinamgredik/g" war batrom "gallgar" da skouer. Ar c’hinnigoù all a gavan pounner, ha droch el liester (nagennerien an hin!!!!!)
paol d'an 16/12/15 e 20h52
"climatosceptique" ne dalvez netra ent-eeun. D'am soñj eo un diverradenn savet gant ar gelaouennerien. Bremañ e talv kentoc'h da zoareañ unan o nac'hañ e vefe un efed da vat gant oberoù an den war ar chañchamant hin
Michel d'an 16/12/15 e 14h22
Mat e vefe, d'am sonj, kemer ar ger " amgreder-hin".
Hervez Martial Ménard e vefe relijiel an anv-gwan amgredik hag ar ger amgredoni. Met n'eo ket gwelet evel-se gant F. Favereau na gant ar geriadur Al Liamm. Pe neuze ar ger "diskreder-hin" ?
An evezhiadennoù6