Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Dielloù

Distreiñ da roll an dielloù

obsolescence programmée D'an 01/04/2014

Doare da vevenniñ en a-raok, dre an teknologiezhoù, padelezh ur produ, un ardivink.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
diamzeriñ programmet7 vot 46 %
diamzeriñ rakwelet3 vot 20 %
digoulziadur merket0 vot 0 %
dispred programmet2 vot 13 %
dispred rakwelet1 vot 6 %
dispredadur programmet2 vot 13 %
dispredadur rakwelet0 vot 0 %
termeniñ mennet0 vot 0 %

5Diwar-benn ar sontadeg

0Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù5

  • Gireg d'an 28/04/14 e 20h11
    Plijout a ra ar ger merket din muioc'h eget programmet dre ma 'z eo poblekoc'h hag eeunoc'h. Lavaret e vez : graet e vezo se d'an deiz merket. Met dispredadur merket na gavan ket euzhus kennebeut
  • Benoni d'an 06/04/14 e 11h49
    Ha c’hoazh evel ma lâr Erwann ez eo ivez ur fed termeniñ da gentañ. Aze neuze n’on ket evit votiñ. Kinnig a rafen kentoc’h : an "termeniñ mennet". A galon
  • Benoni d'an 06/04/14 e 11h46
    Implijet 'mije ar ger "mennet" kentoc’h evit "rakwelet" pe "programmet", abalamour ez eo just a-walc’h programmet (pe rakwelet) gant ur c’hoant pe ur mennozh. A galon
  • Gireg d'an 02/04/14 e 13h02
    digoulziadur merket a ginnigfen.
  • Olier d'an 01/04/14 e 11h10
    "Dispredadur programmet" a c'hallfe bezañ ivez.

Kasit ar pennad-mañ da dud all