Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

distreiñ d'ar roll

distanciation sociale D'an 11/05/2020

Diarbennoù erbedet gant an aozadurioù karget eus ar yec'hed foran evit herzel treuzkas ar c'hleñvedoù pegus.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
chom pell diouzh an dud5 vot 22 %
disrannañ an dud1 vot 4 %
distokañ/adur kevredigezhel0 vot 0 %
distokañ/adur sokial1 vot 4 %
distokañ/adur yec'hedel0 vot 0 %
diwall-hed0 vot 0 %
diwallerezh hed1 vot 4 %
hed yec'hedonus1 vot 4 %
mirout hed0 vot 0 %
pellaat diouzh an dud2 vot 9 %
pellder sokial 0 vot 0 %
pellekaat/adur diouzh an dud0 vot 0 %
pellekaat/adur kevredigezhel1 vot 4 %
pellekaat/adur sokial7 vot 31 %
pellekaat/adur yec'hedel3 vot 13 %
spasañ an dud0 vot 0 %

8Diwar-benn ar sontadeg

0Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù8

  • bernez d'an 13/05/20 e 17h13
    "Diwall-hed" : berroc'h !!
  • Tangi d'an 11/05/20 e 21h14
    Ober gant "distok yec'hed", "distok a yec'hed" pe "hed-ret a yec'hed" zoken, a vije tostoc'h ac'h ar ster amañ Pe "chom pell dac'h an dud" met eo hir un tamm memestra Me a rafe gant "ichoù a yec'hed" (pe "esoù (a) yec'hed" ma kaeroc'h) pe un dra bennak e mod-se, peotramant gant dizarempred [...]
  • Tomaz d'an 11/05/20 e 16h12
    Yec'hed (ha n'eo ket yec'hedel pas ne c'hell ket bezañ dereziet, a gav din...) eo abeg ar pellaadur-mañ, hogen dre ar fazi en dermenn dibabet e galleg e roont dimp da c'houzout pehini eo o fal gwirion ("lapsus linguae" e galleg a feson),: lakaat ar gevredigezh da darzhañ !
  • paol d'an 11/05/20 e 13h45
    distanciation sociale (social distancing) zo ul lodenn hepken eus an diarbennoù. Lakaat pe mirout hed etre an dud. Evel ma 'm meus kinniget e-barzh Ya! ez eus ur ger bet renablet gant Gregor Rostrenn evit tout ar pezh a denn da lakaat hed: spasañ, neuze spasañ an dud a vije trawalc'h. Evit treiñ "sociale" moarvat evit dreveziñ ar saozneg social evel evit ar rouedadoù [...]
  • Yann-Fañch d'an 11/05/20 e 12h06
    gant ar ger "distok" e vefemp tostoc'h eus ar wirionez hervezon. An "distokañ sokial" da skouer pe "chom distok diouzh an dud"
  • erik d'an 11/05/20 e 09h01
    Hed yec'hedonus
  • bernez d'an 11/05/20 e 08h45
    D'am soñj eo re hir ar frazennoù kinniget. Kinnig a rafen kentoc'h ur frazenn savet diwar 'HED' evel 'Mirout hed' pe 'Diwallerezh hed"...
  • Olier d'an 11/05/20 e 08h35
    Kentoc'h eget "pellaat diouzh an dud" e rafen gant "chom pell diouzh an dud"

Heuilhit ac'hanomp war

facebook twitter

An evezhiadennoùdiwezhañ

a Few information for english speakers