Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Dielloù

Distreiñ da roll an dielloù

manspreading D'an 06/09/2017

Wikipedia

Emzalc'h ar baotred a zo techet da azezañ en ur rampañ an divesker ha da gemer muioc'h a blas eget ment un azezenn nemetken.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
azezet-dijen1 vot 8 %
gourastenn10 vot 83 %
manspreading1 vot 8 %

4Diwar-benn ar sontadeg

1Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù4

  • Eric d'an 28/09/17 e 18h45
    ne blij ket din ar c'hinnigoù. "Aloubiñ (plas) an amezeien" a gavfen gwell
  • Eric d'an 28/09/17 e 18h43
    en em c'houlenn a ran da betra servij treiñ un dra bennak evel-se gant ur ger nevez pa vefe troet gwelloc'h gant ur frazennig splann, gant ur verb, diouzh spered ar brezhoneg. Evel "ar pleg d'astenn e zivesker/da aloubiñ plas ar re all, etc.. Ar yezhoù ne glotont ket atav penn-da-benn en o doare da envel an traoù. Da ziwall zo ivez diouzh ar gerioù diouzh ar c'hiz, ha pa [...]
  • Benoni d'an 07/09/17 e 12h43
    Arabat soñjal e talvezfe "gourastenn" "manspreading" : "go(u)r..." a zo ur rakger kreñvaat e brezhoneg implijet stank er verboù "gourlamm, gourc'hemenn, gour(a)zezañ, gourdourañ, gourlonkañ" hag all ; ar rakgêr-se n'en deus ket ar stêr "den, paotr, gour" (ouzhpenn eo an doare saoz da grouiñ verboù nevez o lakaat an anv a-raok ar verb, [...]
  • Yann d'an 06/09/17 e 11h34
    "azezet-dijen" a ginnigfen, d'am soñj

Kasit ar pennad-mañ da dud all