Donemat e-barzh forom TermBret !
Dre ar forom-mañ e c'hall ar vrezhonegerien kinnig termenoù brezhonek hag a glot gant an ezhommoù yezh a sav evit mont diouzh emdroadur ar bed a vremañ. Gouest eo ar re a gemer perzh ivez da reiñ o soñj war an termenoù a vez kinniget gant ar wiaderien all. Evel-se e c'hall pep hini degas e lod evit pinvidikaat ar brezhoneg.
Taolit pled mat, e brezhoneg ez a ar forom termenadurezh en-dro. Ma fell deoc'h lakaat hoc'h anv evit kemer perzh er gaoz eo ret deoc'h gouzout brezhoneg hag ober gant etrefas brezhonek al lec'hienn.
Petra ober eus ar saozneg "stop-and-go" (e galleg "stopper et repartir") war tachenn an ekonomiezh hag ar vuhez foran ?
Petra ober eus ar saozneg "storytelling" (e galleg "racontage" pe "mise en récit" e Kebek) war tachenn ar bruderezh hag ar c'henwerzh ?
Petra ober eus "multivers" ("multiverse" e saozneg) war tachenn ar fizik hag ar steredoniezh ?
Petra ober eus ar saozneg "food truck" (e galleg "camion-restaurant", "camion de restauration" pe "camion de cuisine de rue" e Kebek) war tachenn ar boued hag ar c'henwerzh ?