Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

2 droidigezh nevez

Web gwelet en he brasañ

Embann 21/07/2014

Emañ levr hollvrudet Stephen King « Shining », bet troet e brezhoneg diwar ar saozneg (Stadoù-Unanet) gant Olier Biguet, o paouez bezañ embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.

Skoazellet eo bet an ti-embann evit kas e raktres da benn gant ar skoazell d’an treiñ e brezhoneg a vez roet gant Kuzul-rannvro Breizh.

Gant ar bodad Treiñ lennegel, lusket gant an Ofis Publik, ez eus bet savet ur roll eus an oberennoù pennañ el lennegezh bed. Un toullad testennoù all, brudet nebeutoc’h met arouezius eus ur stil pe eus ur rummad zo bet ouzhpennet d’ar roll-se.

Diwar ar yezh ma’z int bet savet e ranko al levrioù-se bezañ troet.

Ar pevare levr embannet a-drugarez d’ar skoazell-se eo « Shining ». Meur a droidigezh all zo da zont er-maez ac’hann d’an diskar-amzer.

A-hend-all ez eus da venegiñ ivez « An Avel en haleg » (The Wind in the Willows) gant Kenneth Grahame deuet er-maez e ti embannadurioù an Alarc’h . Gant Alan Martel ez eo bet troet diwar ar saozneg (Bro-Skos).

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0