Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Pluguen gant al label 3

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 10/01/2014

Label live 3 ar garta Ya d’ar brezhoneg a oa bet roet da vaer Pluguen, Dominique Closier, en ti-kêr d’ar Merc’her 11 a viz Kerzu 2013, gant Lena Louarn, prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg ha besprezidantez Rannvro Breizh karget eus yezhoù Breizh.

An eil kêr e Breizh he deus tizhet live 3 ar garta Ya d’ar brezhoneg eo Pluguen. 25 ober zo bet kaset da benn ganti pa ‘n’eus ezhomm nemet eus 15 evit tizhout al label live 3. Hag, oberoù all a zo bet lañset mat c’hoazh war ar marc’had.

Mat eo derc’hel soñj ivez e oa bet digoret ur c’hlas divyezhek publik e 2011 hag e oa bet roet kentañ Priz Dazont ar brezhoneg er rummad “Frammoù publik” d’an ti-kêr e 2009.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0