An it. Lena Louarn, Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha Prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg, he deus roet label 2 « Ya d’ar brezhoneg » d’an ao. Jakez Bernard, Prezidant Produet e Breizh, evit al labour graet gant ar gevredigezh a zo enni ouzhpenn 300 embregerezh.
3 bloaz zo e oa bet roet al label 1 da Produet e Breizh c’hoazh, kendalc’het eo bet gant al labour kas ar yezh war-raok enta en ur framm a zo a bouez e bed ekonomikel Breizh.
An ao. Malo Bouessel du Bourg, Rener Produet e Breizh, en deus lavaret e oa ar brezhoneg unan eus talvoudegezhioù ar gevredigezh. An ao. Steven Guegueniat, e penn ar bodad-labour war ar brezhoneg, en deus embannet e vez displeget d’an holl izili penaos ober evit kas ar yezh war-raok hag evit se ez eus bet savet ur film a ro skouerioù ha testenioù eus ar pezh a c’heller ober en un embregerezh.
An evezhiadennoù0