Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù 2014 : lañset int !

Web gwelet en he brasañ

Darvoud 29/11/2013

Bodet eo bet tud ar juri d'an 23.11.13 e Pont-'n-Abad evit dibab ar re a vo priziet er 7 rummad a ya d'ober Prizioù Dazont ar Brezhoneg.

Gant Ofis Publik ar Brezhoneg ha Frañs 3 Breizh e vez aozet ar Prizioù bep bloaz, gant harp Kuzul-rannvro Breizh.

Er bloaz-mañ e vo dalc'het al lid d'ar 24.01.14 e Pont-'n-Abad ha gouezet e vo d'ar c'houlz-se gant piv ez aio ar priz kentañ (1500 euro), an eil priz hag an trede priz (pep a 500 euro) e pep hini eus ar 7 rummad : levrioù a faltazi, pladennoù, kleweled, kevredigezhioù, bed ekonomikel, frammoù publik, brezhoneger ar bloaz.

Evit kaout roll ar re zibabet, klikit amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0