Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Gweladenn

Web gwelet en he brasañ

Gweladenn

Gweladenn park avaloù Plabenneg d'an 19 a viz Here 2013

Evit kregiñ gant abadennoù ar bloavezh e vimp e Plabenneg d’ar Sadorn 19 a viz Here. Degemeret e vimp gant tud eus ar gevredigezh Avaloù Plabenneg, e Lokmaria e-lec’h ez eus ur parkad gwez avaloù. Diskouezet e vezo deomp al lec’h hag al labour a vez graet evit derc’hel roud eus gwez avaloù ar vro. An abadenn a vezo kaset en-dro gant Goulc’han Kervella.

An emgav a zo lakaet da 10eur hanter e-kichen Chapel Lokmaria. An aesañ evit mont di eo kemer a-zehou war-zu Chapel Lokmaria, un tammig a-raok ar stal Les compagnons des saisons pa vezer war an hent bras etre An Dreneg ha Plabenneg. Degasit botoù da vont er parkeier ganeoc’h. Digoust eo ha digor d’an holl.

Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0