Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Natur ha diskar-amzer

Web gwelet en he brasañ

Kampoù vakañsoù

Kamp vakañsoù ar Chapel-Nevez da vare an Hollsent evit ar re 6-9 vloaz

Tri devezh evit santout blaz an diskar-amzer war ar maez.

Keginañ a raimp a-raok mont ouzh taol.

C’hwezh ar c’histin rostet war an tan, blaz soubenn ar potiron, « crumble » avaloù, legumaj kinklet…Lipouserezh da vat !

Gwisket tomm ez aimp da bourmen en hentoù don ha c’hoari ha sevel kabanennoù er c’hoadoù.

Ha pa zistroimp d’ar greizenn e lakaimp hon ijin da vont evit sevel traezhoù brav gant an delioù hag ar frouezh bet dastumet ganeomp.

Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù