Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Plijadur en ti-feurm

Web gwelet en he brasañ

Kampoù vakañsoù

Kamp vakañsoù en un ti-feurm da vare an Hollsent evit ar re 6-10 vloaz

Abaoe 15 vloaz emañ Jean-Michel ha Philippe o labourat e ti-feurm ar 5 skiant e Guipry.

Desevel loened (yêr, lapined, moc’h, deñved, ezen...), produiñ an ed zo ezhomm evit o bouetañ, fardañ bara, ha degemer bugale : setu pezh a blij dezho.

Difenn a reont ur mod labour-douar emren ha doujus ouzh an natur.

Kinnig a reomp d’ar vugale tri devezh vakañs en ti-feurm-se evit bevañ a-stroll, c’hoari, kanañ ha keginañ asambles, hag evit komz brezhoneg.

Sur ha n’eo ket marteze e ouezimp tennañ gounid eus an dachenn binvidik-se...

Evit gouzout hioc'h, klikit amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù