Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Klaskerien loened

Web gwelet en he brasañ

Kampoù vakañsoù

Kamp vakañsoù er Menezioù Are da vare an Hollsent evit ar re 9-12 vloaz

Deus d’ober anaoudegezh gant loened gouez ar Menez Are.

Gallout a ri mont da heul roudoù Alanig al louarn pe Olier ar broc’h, pe loened diwelus pe dost evel an dourgon pe an avanked.

Pa serro an noz e vo ret d’hon divskouarn bezañ lemmoc’h evit biskoazh evit klevet hopadenn ar gaouenn, youc’hadenn ar yourc’h pe mouezh skiltr al logodenn-dall.

Mont a raimp da roeñviñ a-hed ribloù lenn Sant-Mikael evit sourpren lapoused an dour.

Er poull-dour e c’hellimp gwelet ha pakañ un nebeud amprevaned evit kompren gwelloc’h penaos e vevont, a-raok laoskel anezho da vont kuit.

Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù