Marteze zo bet kontet deoc’h pegen burzhudus ‘oa bro Tremargad...
Kaset ‘veoc’h ba kreiz ar c’hoadoù don war gein ar c’hezeg ha mont da c’haloupat gante kreiz ar parkeier goude.
Met a-raok pignat war ho marc’h, cow-boy yaouank, vo ret deoc’h bezañ echuet ho labour en ti-feurm : goro ar saout, magañ ar moc’h hag ar yer, ober war o zro ‘vel faota !
Ha n’eo ket tout : fardañ bara ha yaourt ha dastum frouezh ha legumaj evit ar goañv.
Gant se veoc’h gwall laouen, da serr-noz, o tiskuizhañ tal an tan hag o tebriñ traoù lipous.
Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.
An evezhiadennoù0